Mont d’an endalc’had

Ulster Defence Association

Eus Wikipedia
Ulster Defence Association
aozadur damsoudardel
Deiziad krouiñGwengolo 1971 Kemmañ
Anv berrUDA Kemmañ
BrezelThe Troubles Kemmañ
StadRouantelezh-Unanet Kemmañ
Ideologiezh politikelUlster loyalism Kemmañ
Heuliet gantLoyalist Commission Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://cain.ulster.ac.uk/othelem/organ/uorgan.htm Kemmañ

An Ulster Defence Association (UDA) a zo un aozadur damsoudardel eus an Ulster en Norzhiwerzhon. Savet e oa bet e miz Gwengolo 1971 evel strollad disglavier d'un toullad aozadurioù lealour all hag oberiant e oa en ur c'hampagn feulster a oa padet 24 bloaz e-kerzh maread Troubles. Pal ofisiel an aozadur a oa difenn al lealourien protestant eus Ulster ha stourm a-enep ar strolladoù stourm republikan, dreist-holl ar Provisional Irish Republican Army (IRA). Er bloavezhioù 1970, izili UDA gant unwiskoù a oa kroget d'ober troioù evezhiañ armet gant tammoù koad ha goude-se e oant bet o sevel baledannnoù ha manifestadegoù bras. E-touez an UDA e oa ur strollad a oa bet krouet evit kas da benn oberiadurioù damsoudardel feuls hag implijet e oa an anv Ulster Freedom Fighters (UFF) evel-se an UDA ne c'helle ket bezañ berzhet. Ar gouarnamant saoz en doa difennet an UFF evel strollad sponterezh e miz Du 1973, met evit an UDA e oa bet ret gortoz Eost 1992.