Mont d’an endalc’had

Na Trioblóidí

Eus Wikipedia
The Troubles
sectarian violence, ethnic conflict
StadRouantelezh-Unanet Kemmañ
Lec'hNorzhiwerzhon Kemmañ
Deiziad1998 Kemmañ
Deiziad kregiñ1960s Kemmañ
Deiziad echuiñ1998 Kemmañ

The Troubles en iwerzhoneg an Na Trioblóidí a oa bet ur bec'h etnek, relijiel ha broadel en Norzhiwerzhon hag a oa padet 30 vloaz etre ar bloavezhioù 1960 ha 1998. An Trubuilhoù a zo bet diskrivet a-wechoù evel ur "brezel amreoliek" pe "brezel a live izel". Ar bec'h a zo kroget er bloavezhioù 1960 hag a vez roet evel dave gant skrid-emglev ar Good Friday Agreement e 1998.

Darn ar feulster a oa bet war douaroù Norzhiwerzhon, met bet e oa bet un emled war Republik Iwerzhon, Bro-Saoz, ha betek war Europa kevandirel. Ar bec'h a oa bet unan diazezet war dizemglevioù politikel ha broadelour, a-ziwar darvoudoù istorel. Bet e oa ivez ur bec'h etnek gant ul lodenn relijiel strizhkredour met en desped da implij an droiennoù Protestant ha katolik evit ober anv eus an daou du engouestlet, ne vez ket gwelet evel ur bec'h relijiel. Unan eus ar skoulmoù a oa statud Norzhiwerzhon. Ar re Unionists pe loyalists, a oa an darn anezho en Ulster Protestant evit abegoù istorel, ar re-se a felle dezho e chomfe Norzhiwerzhon ul lodenn eus ar Rouantelezh-Unanet. Ar vroadelourien iwerzhonat pe Republikaned, a oa evit an darn anezho katolike iwerzhonat, hag ar re-se a felle dezho kuitaat ar Rouantelezh-Unanet ha bezañ adunvanet gant Republik Iwerzhon.

Ar bec'h a oa kroget e-kerzh ur c'hampagn gwirioù keodedel evit talañ ouzh an dispartioù en Norzhiwerzhon a-enep an dud broadelour-katolik gant ar gouarnamant brotestanted-unvanour hag ar galloudoù lec'hel. Ar gouarnamant en doa klasket mougañ an emsavadegoù peoc'hus. Ar polis, ar Royal Ulster Constabulary (RUC), a oa savet dreist-holl gant protestanted ha brudet fall e oa da gaout selloù strizhkredour a-fed relijiel kement hag evit feulster-polis. An tenn a oa feuls etre al lealourien eus an Ulster, a grede dezho ne oa nemet an emsavioù keodedel un digarez evit obererezhioù politikel republikan. E miz Eost 1969 e oa bet emsavadegoù feuls ha kaset al lu saoz, er pezh a teuio da vezañ brudet evel an oberiadur hirañ gant ar British Army. Savet e voe mogerioù ar peoc'h "Peace walls" e lod tiriadoù evit ma ne vije ket liamm etre ar gumuniezhoù enebour. Lod katoliked o devoa degemeret mat al lu Saoz da gentañ dre ma welent an nerzh-se evel neutraloc'h evit na oa ar RUC, met buan a-walc'h e oa bet gwelet an nerzh nevez-se evel unan enebet dezho ha direoliek a-fed gwirioù. Un troc'h anat a oa bet goude ar Bloody Sunday e 1972.

An nerzhioù diazez engouestlet en Trubuilhoù a oa bet an aozadurioù damsoudardel republikan evel ar Provisional Irish Republican Army (IRA) hag an Irish National Liberation Army (INLA); an aozadurioù damsoudardel lealour evel an Ulster Volunteer Force (UVF) hag an Ulster Defence Association (UDA); nerzhioù surentez ar Rouantelezh Saoz evel ar British Army hag ar RUC; gant ouzhpenn-se hiniennoù politikel a-bep tu. Nerzhioù surentez Republik Iwerzhon o devoa bet ur roll bihanoc'h er bec'h.

Ar Republikaned a oa bet oberiant gant ur c'hampagn guerrilla a-enep nerzhioù Bro-Saoz evel ur c'hampagn bombezenniñ a-enep savadurioù, stalioù, ha palioù politikel. Al lealourien o devoa taget ar republikaned/broadelourien ha dre vras ar gumuniezh katolik evel respont hervezo o-unan. D'ar mare-se, e oa feulster relijiel doare lagad evit lagad, bazhad evit bazhad, kement ha stourmoù vendetta etre ar strolladoù damsoudardel. An nerzhioù surentrez Saoz o devoa implijet doare d'ober ledan evel kadoniezhoù enepemsavadeg, dreist-holl a-enep ar Republikaned. Bez e voe liammoù diaotreet etre lod nerzhioù Stad Saoz hag al lealourien damsoudardel (gwelet Stevens Inquiries). An Trubuilhoù a oa bet emsavadegoù lies, manifestadegoù ramzel, disentezioù keodedel, ar pezh a oa bet mammenn d'un disparti brasoc'h c'hoazh etre kumuniezhoù ha betek krouidigezh un dachenn diaotreet d'an holl. Ouhzpenn 3500 den a oa bet lazhet e-kerzh ar bec'h. War an hollad e oa bet 52% trevour, 32% a oa bet izili nerzhioù surentez Bro-Saoz, ha 16% o vezañ izili strolladoù damsoudardel. An damsoudarded Republikan o devoa lazhet 60% eus hollad an dud, al lealourien 30%, hag an nerhzioù surentez 10%. An aergerzh peoc'h norzhiwerzhonat a oa bet mammenn arsavioù feulster hag eskemmoù etre ar strolladoù politikel, ar pezh en doa degaset ar Good Friday Agreement e 1998. Ar c'henemglev-se e doa lakaet adsevel ur gouarnamant dishual evit Norzhiwerzhon diazezet war rannadur ar galloud, hag o tegemer pennaennoù asant, gwareziñ ar gwirioù keodedel ha politikel, ar barelezh etre katoliked ha protestanted, adreizhoù evit ar polis, dizarmañ an nerzhioù damsoudardel ha kregiñ da zieubiñ goustadik ar brizonidi damsoudardel. Abaoe ar c'henemglev ez eus bet mareadoù gant feulster, gant tagadennoù digoll, gangoù lealour o vezañ penn d'an torfederezh aozet (raket, pourveziñ dramm drugs, tagadennoù feuls...), hag ivez feulster torfederezh ha politikel gant disivouderien strolladoù Republikan.