Mont d’an endalc’had

Provisional Irish Republican Army

Eus Wikipedia
Provisional Irish Republican Army
aozadur damsoudardel, aozadur politikel
Deiziad krouiñ1969 Kemmañ
Anv er yezh orinProvisional Irish Republican Army, Sealadach Óglaigh na hÉireann Kemmañ
StadIwerzhon, Norzhiwerzhon Kemmañ
Ideologiezh politikelRepublikanouriezh iwerzhonat, left-wing nationalism, United Ireland, Irish nationalism Kemmañ
Darvoud-alc'hwez1979 Brussels bombing Kemmañ
Roll elfennoùlist of chronologies of Provisional Irish Republican Army actions Kemmañ

Ar Provisional Irish Republican Army (IRA pe Provisional IRA pe PIRA) a oa ur strollad armet republikan eus Iwerzhon en devoa klasket lemel Norzhiwerzhon diouzh ar Rouantelezh-Unanet ha dre-se degas ur Republik dieub ha gant enezenn Iwerzhon a-bezh. Ar strollad armet republikan kreñvañ ha niverusañ a voe e-pad mare an Troubles.

Murlivadur e Belfast.

En em zisklêriet e oa e-unan evel hêr d'an IRA kentañ. Evit izili ar strollad e oa anv an aozadur Irish Republican Army, pe Óglaigh na hÉireann en iwerzhoneg.

An IRA da c'hortoz a oa deuet war-wel e miz Kerzu 1969, goude ma voe freuzet a dammoù al luskad republikan iwerzhonat.

Brudet e oa ar PIRA evit implij ardivinkoù-tarzh primaozet. Ar Provisional IRA en deus bet embannet un arsav-brezel e miz Gouhere 1997, ar pezh en doa aotreet ar Sinn Féin skourr politikel an aozadur da vezañ degemeret en eskemmoù peoc'h evit dazont Iwerzhon. Dre-se e oa bet tu kavout un emglev e 1998 hag anvet Good Friday Agreement. E 2005 an IRA en doa embannet fin ofisiel e c'hampagn feulster ha roet e armoù dindan sell ur bodad etrevroadel Dieub evit an dizarmañ. Meur a strolladig disivouderien a oa bet krouet adal an IRA, evel ar Continuity IRA, hag a gendalc'h da stourm er C'hampagn feulster republikan, hag ar Real IRA.

Izili un ASU eus ar Provisional IRA