Active service unit
Neuz
Un Active Service Unit (ASU) a oa ur strolladig stourmerien eus ar Provisional Irish Republican Army (IRA), etre pemp hag eizh den ennañ, kefridiet da seveniñ tagadennoù armet. E 2002 en IRA e oa e-tro 1000 stourmer oberiant gant un 300 anezho en unvezioù-se.
E 1977 e tileze an IRA an aozadur vilourel boas a oa ganti. Evit pennoù an aozadur e oa re aes da welet skourroù a-bezh o vezañ distrujet dre ar vank a surentez.