Ugolino della Gherardesca

Eus Wikipedia
Ugolino hag e vibien, gant (William Blake , war-dro 1826).
Ugolino della Gherardesca, gant ur poltredour dizanv, e-barzh Physiognomische Fragmente, gant Johann Caspar Lavater, 1775-1778.
Ugolin della Gherardesca hag e vugale, gant Carpeaux, Petit Palais, Pariz

Ugolino della Gherardesca (Pisa, 1220 – Pisa, 1289) a oa ur politikour italian en XIIIvet kantved, kont Donoratico ha tirant Pisa. A orin lombard e oa e diegezh, Della Gherardesca.

Brudet eo evel an den krisañ zo bet en Italia an XIIIvet kantved, ha patrom an haroz daonet en Divina Commedia gant Dante Alighieri, kondaonet da vervel gant an naon goude bout debret e vugale.

En XIIIvet kantved e oa bec'h bras en Italia etre Gwelfed ha Gibellined, kostezenn ar pab a-enep kostezenn an impalaer santel.

Skoed an tiegezh della Gherardesca

Etre daouarn ar C'hibellined e oa Pisa pa oa ar Welfed e penn ar c'hêrioù tro-war-dro, ha dreist-holl kêrioù Genoa ha Firenze. E penn kêr Pisa e oa bet lakaet gouarnamant kreñv ur podestà, un despot koulz lavarout[1]

Ugolino a oa ganet e Pisa en tiegezh della Gherardesca, tud a ouenn uhel, a orin lombard, hag a oa liammet ouzh an impalaerien Hohenstaufen hag a oa e-touez renerien Toskana hag e penn ar C'hibellined e Pisa. Trubardiñ a reas kostezenn ar C'hibellined, pa reas da gêr Pisa koll un emgann war vor o tilezel e arme. Se ne viras ket outañ da gemer ar galloud goude, dre widre pe dre c'hourdrouz, ha da lazhañ kement hini a enebe outañ.

Gouarn kêr Bisa a reas dre ar c'hleze ken na voe steuet un irienn gant an arc'heskob Ruggeri Ubaldini a deuas a-benn da gregiñ ennañ. Kraouiet e voe Ugolino ha pevar mab dezhañ en un tour : da gentañ e roas dezho un tamm boued, dister a-walc'h, ha goude o leuskel da vervel gant an naon.


Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. "Count Ugolino of Pisa", Bentley’s Miscellany 55 (1864), p. 173-78.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]