Turbia
Neuz
Turbia (La Turbie e galleg) zo ur gumun c'hall tostik d'an harzoù gant priñselezh Monaco.
Ur gorread a 7,42 km² zo anezhi, hag enni 3 022 a dud o chom e 2018, da lavarout eo 407 a dud dre km².
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Henroma e oa brudet Turbia abalamour d'ar monumant savet da lidañ trec'h an Impalaer Augustus war ar pobloù ligur, Kelted darn anezho.
Er Grennamzer e oa dalc'het gant Republik Genova.
E kontelezh Nisa gozh, e rouantelezh Sardigna, e oa betek 1860, pa voe staget ouzh Bro-C'hall.
Monumant
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E kreiz-kêr emañ Tropaeum Alpium, ur monumant roman eus ar bloaz 7 pe 6 kent JK en enor d'an Impalaer Augustus.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meneget eo Turbia e barzhoniezh Dante Alighieri a skrivas en Divina Commedia eo e Turbia emañ harzoù kornôk Liguria.
-
E Turbia
-
E Turbia
-
Monaco gwelet eus an Testa di Cane e Turbia