Tu-etre
Er yezhoniezh e vez implijet an termen tu-etre (saoz.: "middle voice") evit komz eus un tu yezhadurel hanter-hent etre an tu-gra hag an tu-gouzañv, dre ma ne c'hell ket bezañ renket ar rener nag evel c'hraer rik na da c'houzañver rik ar frazenn, gantañ perzhioù o tennañ koulz d'an eil ha d'egile.
En tu-etre e talvez ar rener da c'hraer ha da c'houzañver an ober war un dro, da lâret eo e c'hell talvezout ez-semantikel da emoberezh (un ober graet dezhañ e-unan pe evitañ e-unan) pe da genemobererezh (un ober graet an eil d'egile/eben) seul wezh ma vez liester ar rener, da skouer:
- यज॑ते (yájate): "aberzhiñ a ra evitañ e-unan" (tu-etre rik)
- शेते॑ (śéte) "en e c'hourvez emañ" (media tantum amdranzitivel),
En henc'hresianeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E henc'hresianeg eo alies emoberek ster an tu-etre, a c'hell bezañ tranzitivel pe amdranzitivel. A-wezhoù e c'hell bezañ implijet an hevelep frammadur evit merkañ an arbennelezh.
Kenglotaat a c'hell stumm an tu-etre gant hini an tu-gouzañv, da skouer:
- Tu-etre (tranzitivel):
- Ἀνὴρ τιμᾶται ("En em enoriñ a ra un den" = "Kanañ a ra meuleudi dezhañ e-unan")
- Tu-etre (amdranzitivel: media tantum):
- κεῖμαι ("em gourves emaon")
- Tu-gouzañv:
- Ἀνὴρ τιμᾶται ὑπ' ἀνδρός ("Enoret e vez un den gant un den (all)"
Verboù emober rik pe verboù deponant int deuet da vezañ e gresianeg a-vremañ.
E latin hag er yezhoù romanek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diorroet e oa bet verboù deponant al latin diwar tu-etre ar c'hent-indezeuropeg
- e latin :
- inquinor "en em louzañ a ran": media tantum tu-etre (stumm-emober)
- sequor "heuliañ a ran": media tantum tu-gra
Deuet d'o zro da vezañ verboù brizhemober (media tantum) implijet gant meur a yezh romanek a-vremañ, da skouer:
- e galleg:
- Je me souviens ("Soñj am eus")
- e spagnoleg:
- Me cayo ("Kouezhañ a ran")
En islanedeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unan eus ar yezhoù indezeuropek a-vremañ ral pe raloc'h implijet gante un tu-etre rik eo an islandeg merket gant al lostger "-st", da skouer:
- matast "debriñ": amdranzitivel (media tantum)
- sjást "bezañ gwelet: kevatal d'an tu-gouzañv
- klæðast "en em wiskañ": stumm-emober