Mont d’an endalc’had

Kenemobererezh (yezhoniezh)

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen kenemobererezh (saoz.: "reciprocity") evit komz eus ur frammadur yezhadurel a dalvez evit merkañ ul liamm resis etre div rannfrazenn anv.

Gant ar stumm kenemober ec'h eo bep perzhiad yezhadurel koulz graer ha gouzañver an ober kaset da benn gant egile, da skouer:

"Profañ a ra Pêr ha Yann levrioù an eil d'egile"
da lâret eo:
Yann (graer) a brof ul levr (ober) da Bêr (gouzañver) ha Pêr (graer) a brof ul levr (ober) da Yann (gouzañver)

Menemobererezh kv. Emobererezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E yezhoù 'zo, eo o zouez ar brezhoneg hag ar saozneg e vez graet un diforc'h kevreadurezhel etre ar c'henemobererezh diouzh un tu hag an emobererezh diouzh an tu all. E yezhoù all, avat, en o zouez ar galleg e vez implijet an hevelep frammadur kevreadurezhel evite o-daou, da skouer:

Emober:
They wash themselves ("en em walc'hiñ a reont")
Kenemober:
They wash each other ("en em walc'hiñ a reont an eil hag egile")
Emober/Kenemober:
Ils se lavent

Stummoù arbennik

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daoust ha ma vez implijet ral a wezh stummoù arbennik evit sevel an tu-kenemober er yezhoù komzet en Europa dre vras, e vez implijet merkoù morfologel pe leksemek a-ratozh-kaer ebit merkañ ar c'henobererezh, en o zouez ar yezhoù turkek hag ar yezhoù bantouek, da skouer

-thanda ("karout") → -thandana ("en em garout an eil egile")

Merket e vez an tu-kenemober gant al lostger "-(i)ş" staget ouzh ar verb, disheñvel diouzh an tu-emober merket gant al lostger "-(i)n". Implijet e vez ivez ur rummad raganvioù kenemober deveret diwar doubladur ar ger bir ("unan"). Liester eo ar raganavioù-mañ atav abalamour da berzhioù semantikel ar frammadur, ennañ meur a berzhiad atav. Da skouer en nominativel:

Gwelit ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]