Tsade

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Tric'hwec'hvet lizherenn meur a abjad semitek eo tsade (plantenn ar papiruz), en o zouez al lizherennegoù fenisek aramaek , hebraek (צ) , siriek (ܨ ) hag arabek ().

Dont a ra hec'h anv diwar ar fed ma veze heñvel he stumm ouzh hini plant ar papiruz pe c'hoazh ouzh ur c'hrog..

Distaget e veze (LFE) [sˁ] er penn-kentañ. En hebraeg a-vremañ e vez distaget [ts] hag en arabeg unvan e vez distaget [sˤ].

Diwar stumm al lizherenn fenisek-mañ e oa bet diorroet al lizherenn c’hresianek kozh sampi Ϡ.

Er sistem niverenniñ hebraek gematria e talvez al lizherenn-mañ kement ha 90.

En hebraeg ez eo unan eus ar seizh kensonenn a c'heller skrivañ gant ur gurunennig anvet tagin.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Portal.svg Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.