Trona stercoraria

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Trona stercoraria

Hoc'hig-mor fank
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Trona (genad)
Anv skiantel
Trona stercoraria
(Milvill, 1888)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Trona stercoraria a zo ar spesad nemetañ a vez renket er genad Trona e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS[1]. Ur spesad kregin boutin an hini eo.

Taksonomiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diskrivet eo bet ar spesad gant Linnaeus e 1758 dindan an anv genad Cypraea[2]. Dont a ra ar ger stercoraria eus al latin stercorarius a dalv liammet gant an teil, fank al loened, abalamour d'e stumm ha d'e liv gell sklaer / gell teñval.

Heñvelanvioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Trona stercoraria o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:

  • Cypraea stercoraria Linnaeus, 1758 anv an diskrivadenn hag hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
  • Peribolus adamsonii Blainvill, 1824 anv aet da get.

Bevoniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kregin a bep seurt variadennoù liv eo an Trona stercoraria. Kavet e vezont e frailhoù pe dindan bloc'hadoù reier bras etre live an izel mor ha nebeut metroù donder.

Ment[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mentoù boutin ar c'hregin bras-se a zo etre 46 ha 80 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 26 mm gour, pe ramz, betek 97 mm.

Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Macrocypraea, Chelycypraea ha Mauritia a zo 3 genad tost a-walc'h a vez renket en hevelep iskerentiad Cypraeinae gant skiantourien zo.

Mauritia arabica ha Zonaria arabicula a zo daou spesad gant livioù damheñvel a vev e lec'hioù all.

Kartenn al lec'hioù bevañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'h bevañ ar spesad a zo war aodoù Afrika ar c'hornog er meurvor Atlantel eus Su Maroko betek Kongo.

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. lec'hienn WORMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 05 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=225254(en)
  2. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)