Mont d’an endalc’had

Trois-Rivières

Eus Wikipedia
Trois-Rivières
Banniel Ardamezioù
Sturienn : Deus nobiscum quis contra

Melestradurezh
Riez Kanada
Proviñs Banniel Kebek Kebek
Rannvro Mauricie
Maer Jean Lamarche
(2019-2021)

Diazezet 4 Gouere 1634 gant Laviolette
Douaroniezh
46° 21' N – 72° 33' K
Gorread 57 784 devez-harat = 288,92 km²
Poblañs (2016) 134 413 annezad
Stankter (2016) 465 ann./km²
Gwerzhid-eur UTC-5

Internet lec'hienn ofisiel

Kêr vrasañ ha kêr-benn rannvro gebekat Mauricie eo Trois-Rivières. 134 413 den zo o chom enni hervez niveradeg 2016. War genoù stêr Sant-Maoris emañ, war ribl norzh ar stêr Sant-Laorañs, hanter-hent etre kêr Gebek ha Montreal. Diazezet e voe e 1634, ar pezh a ra anezhi an eil kêr goshañ e Kebek. E 2009 e voe anvet da gêr-benn sevenadurel Kanada.

E kember ar stêrioù Sant-Maoris ha Sant-Laorañs emañ ar gêr. Pemp enez zo, inizi an Trois-Rivières (« Îles des Trois-Rivières »), pep hini he c'hefridi : al morlu, al labourerezh greantel pe an dudi : golf, kanoe-kaiak, gwenodennoù-bale, traezhennoù, poulloù-ruzikat d'ar goañv, etc.

Kevandirel eo an hin, ha 32°C a ampled zo etre an hañv hag ar goañv.

Lec'hanvadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eus ket teir stêr e Trois-Rivières. Dont a ra an anv-se eus an doare touellet ma oa bet gwelet al lec'h gant François Gravé e 1599, ul lec'h anavezet abaoe 1535 peogwir e oa bet plantet ur groaz war enez Saint-Quentin, e kember an div stêr, gant Jakez Karter. François Gravé, ergerzher malouat eveltañ, ha marc'hadour feurioù, en doa kredet gwelout teir stêr eno, pa oa teir c'hanol genoù ar Sant-Maoris. Kadarnaet e voe an anv gant an trevadenner gall Samuel de Champlain e 1603 avat.

Ul lec'h trokañ oa evit an Algonkined hag an Irokezed araok ma teufe an Europeiz. Deskrivet voe al lec'h gant Jakez Karter d'an 12 a viz Here 1535, plantet ur groaz gantañ war enez Saint-Quentin ha badezet ar stêr Sant-Maoris « Rivière de Fouez » en enor d'an tiegezh Fois. Gant un den anvet Laviolette voe diazezet ar gêr e 1634, met n'anavezer ket kalz a dra diwar e benn.

Diorroet e voe greanterezh ar paper adalek ar XVIIIvet kantved, hag er XIXvet ha XXvet kantvedoù dreist-holl. E 1926 e oa Kanada ar brasañ produer paper er bed.

Sevenadur ha deskadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anvet eo bet ar gêr « kêr-benn Kanada ar varzhoniezh ». Bep bloaz e vez aozet Festival Etrebroadel an arz-se. Ur c'helc'hva, ul laz-seniñ sinfonek, ur c'horiva, ur skol-veur ha mirdioù zo ivez.

Tud liammet gant ar gêr :