Tristan Le Govic
Tristan Le Govic | |
![]() | |
Tristan Le Govic
| |
Ganet | 1976 Plañvour (Breizh) |
---|---|
Micher(ioù) | Soner Kaner Kelenner |
Doare(où) | Sonerezh keltiek, Sonerezh Breizh, Sonerezh a-vremañ, Folk, Fusion, Cross-over |
Benveg(où) | Telenn geltiek, Kan |
Lec'hienn ofisiel | www.tristanlegovic.eu |
kemmañ ![]() |
Tristan Le Govic a zo ur soner breizhat (telenn) hag ur c'haner brezhonek, ganet e 1976 e Plañvour.
Buhezskrid[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kroget eo da soniñ get an delenn pa oa seizh vlez hepken e Skol Sonerezh Hengounel Soye (Plañvour). Hoaladur ar sonerezh a vo da viken.
Ar prizioù lies a zo roet dezhañ e-pad e studioù a verk anaoudegezh vat donezon ur soner diraezet. Neuze war al leurennoù etrevroadel e vez komzet diwar e benn get ar burutellerien evel unan eus an delennerien a bouez bras.
E awen a buñs e kreizig-kreiz ar sonerezh, ar varzhoniezh, ar mojennoù gwir pe krouet, kerkoulz en natur pe gant fromadennoù ar pemdez – met gwech ebet dister. Al lusk, an heson a zo elfennoù a bouez bras en e sonerezh. Fiñvadenn dizehan e ved a zigor dorioù ur spered-krouiñ dispar.
Displegerien a gomz deus hud e delenn, e dizh, skiant dreistordinal e sonerezh, e zoare glan da seniñ. Ur c'hlaouenn greñv eo e sonadegoù. Da lâret eo, un achanter eo.
Studioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 2005 - Diplom-Stad Kelenner Sonerezh Hengounel (Cefedem Breizh).
- 2002 - Master àr ar Sonerezh.
- 2000 - Testeni klas Skritur.
- 1998 – DEM (Diplom Studioù war ar Sonerezh).
- 1998 - Medalenn aour an Delenn.
- 1998 - Medalenn aour e Sonerezh Kambr.
- 1996 - Testeni dibenn studioù war ar Solfadurezh.
- 1994 - Bachelouriezh D (matematik ha bevoniezh).
Kenstrivadegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 2007 - Lowland & Border Pipers’ society. Edimbourg, Priz Kentañ, rummad daouad, get Jean-Luc Lefaucheur (small pipes)
- 2007 - Danny Kyle Open Stage. Celtic Connections – Glasgow, "Highly Recommended".
- 1999 - Kenstrivadeg Arzek. Epinal, Priz Kentañ a-unvouezh ha meneg gourc’hemennoù ar juri.
- 1998 - Kenstrivadeg etrevroadel an UFAM. Paris, Priz Kentañ a-unvouezh ha meneg gourc’hemennoù ar juri.
- 1998 - Sonerezh Europat. Montdidier, Priz Kentañ a-unvouezh ha meneg ispisial ar juri.
- 1995 - Kan ar Bobl. Pondi, Priz Kentañ a-unvouezh ar juri.
Pladennrolladur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 2015 - Tristan Le Govic, Elva (TD03), gant Lise Enochsson.
- 2009 - Tristan Le Govic, Awen (TD02).
- 2006 - Tristan Le Govic, Dasson ur Galon (TD01).
- 2004 - Telenn - Harpe Celtique, l’Anthologie ampled 1 (Coop-breizh).
Skridoù-sonerezh embannet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 2015 - Antologiezh Telenn Breizh, ampledoù 1, 2, 3.
- 2010 - Ailie Robertson, Scottish Harp Anthology, ampledoù 1, 2, 3.
- 2009 - Tristan Le Govic, Awen.
- 2008 - Tristan Le Govic, Island.
- 2008 - Tristan Le Govic, Dasson ur Galon.
- 2001 - CRIHC, L’Anthologie de la Harpe, la Harpe des Celtes.
Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Lec’hienn ofisiel
- Tristan Le Govic Trio : trio.tristanlegovic.eu
- Myspace