Traoñ al Liger
Neuz
Traoñ al Liger eo an anv roet d'un darn eus Traoñienn al Liger, en departamantoù-mañ, treuzet gant al Liger : Loiret, Loir-et-Cher, Indre-et-Loire (er rannvro Centre-Val de Loire) ha Maine-et-Loire (er rannvro Broioù al Liger), da lavarout eo er proviñsoù gall kozh Orléanais, Touren hag Anjev.
Kêrioù istorel zo : Orleañs, Bleaz, Amboise, Teurgn, Chinon, Saumur, Añje ha Montsoreau. Er c'hornad-se emañ ar c'hastilli anvet Kestell al Liger ha gwiniegi.
Al lodenn etre Sully-sur-Loire (Loiret) ha Chalonnes-sur-Loire (Maine-et-Loire) zo bet lakaet war roll glad bedel an UNESCO abaoe 2000. Ul lec'hienn eus ar rouedad Natura 2000 eo ivez.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kestell al Liger
- Traoñ al Liger (LOG), ar "gwin gall lec'h orin gwarezet rannvroel" produet e Traoñienn al Liger
- Broioù al Liger, rannvro velestradurel
- Centre-Val de Loire, rannvro velestradurel