Kestell al Liger
Kestell al Liger zo un hollad kestell er rannvro Traoñ al Liger. Un droienn douristel eo dreist-holl evit komz eus ar c'hestell a voe savet pe adsavet er XVvet ha XVIvet kantved gant roueed Bro-C'hall, en ur mare ma oa o lez eno. E rannvroioù Touren hag Anjev emaint.
War ribl al Liger hag he adstêrioù, pe nepell diouto, emañ ar c'hestell-se. N'eo ket gwall sklaer pelec'h emañ harzoù ar rannvro avat. Departamantoù Maine-et-Loire, Indre-et-Loire, Loir-et-Cher, Eure-et-Loir ha Loiret a vez lakaet e-barzh. Departamantoù Sarthe, Mayenne, Cher, Indre ha Nièvre a vez lakaet ivez gant lod.
E tufev pe e brik int bet savet. Arzourien italian eus ar Rinascimento, en o zouez an hini brudetañ Leonardo da Vinci, zo bet pedet di gant ar roueed c'hall hag a oa o tizoloiñ un arz bevañ nevez.
Un nebeud kestell brudet :