Kastell Chenonceau
Neuz
MONUMANT ISTOREL |
---|
Kastell Chenonceau, zo ur c'hastell e Touren, e Bro-C'hall, savet er XVIvet kantved war lez ar stêr Cher.
Savet e voe gant Katherine Briçonnet (skrivet ivez Catherine), marvet e miz Du 1526, pried da Thomas Bohier a oa jeneral an arc'hant gant ar rouaned Charlez VIII, Loeiz XII, ha Frañsez Iañ, ha dre-se pinvidik evel ar mor.
Ar rouanez Caterina de' Medici avat, pried ar roue Herri II, ha rejantez, eo an hini a lakaas sevel ar pont goloet war ar stêr.