Traked
- "Traked" a c'haller ober ivez eus annezidi a vremañ eus ar vro anvet Trakia, hep liamm gant o orin etnek.
An Draked kozh a oa ur strollad meuriadoù indezeuropean a gomze Trakeg - ur yezh eus familh ar yezhoù indezeuropek. O sevenadur, anavezet fall, a oa e bleuñv eus an III milved kent J.-K betek an III kantved goude J.-K.. En henamzer, edo ar meuriadoù-se oc'h ober o annez e reter ledenez ar Balkanioù, en he c'hreiz hag er su, evel el lodennoù eus Europa ar reter a oa tost d'ar vro-se. Krediñ a raent en divarvelezh, evel m'en danevell Herodotos a ra anv eus an "orfeüzegezh trakiat", er c'hontrol eus ar pep brasañ eus pobloù an amzer-se.
Edo an Draked o chom e proviñsoù kozh Trakia, Moesia, Dakia, Skitia Minor, Sarmatia, Bithynia, Mysia, Makedonia, Pannonia, hag e lodennoù all eus ar Balkanioù hag eus Anatolia. Goleiñ a ra an tolead-se ar pep brasañ eus ar Balkanioù, hag ar Getae en norzh d'an Danav betek ar stêr Bug[1].
Orin an Draked
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'ouzer nemet nebeut a dra diwar-benn an Draked er Ragistor, pa n'eus tamm tra skrivet diwar o fenn da neuze.
"Haroz" eus marevezh Trakia roman (Sabazius) maen-koun. Emañ an doue war varc'h, ur goaf gantañ en e zorn, o varc'hekaat etrezek un aoter gant un naer en he rodelloù en ur wezenn a-us dezhañ. Ar vantell kaset gant an avel zo un arouez eus an doue marc'heger trakiat e-pad meur a gantved. |
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hoddinott, Ralph F. The Thracians. Thames & Hudson (1981), ISBN 0-500-02099-X.
- Best, Jan and De Vries, Nanny. Thracians and Mycenaeans. E.J. Brill Academic Publishers, Boston, MA. (1989), ISBN 90-04-08864-4.