Tour-tan ar C'hardenn Vras

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Tourioù-tan
Tour-tan ar C'hardenn Vras
Phare grands cardinaux.jpg
lec'hiadur 47° 19' 18" N - 2° 50' 08" W
Bro Breizh
Savet e 1875-1879
Uhelder 27 m
Uhelder diwar live ar mor 30 m
Hed-gwel 13 mil mor
Gouloù 4 sked gwenn, 15 eilenn o fad
Gweladenniñ ne reer ket
Annezet n’eo ket
Bloaz an emgefreekadur 1973

Tour-tan ar C’hardenn Vras zo un tour-tan savet war ur garreg er gevred da enez Edig.

Savet e oa bet etre 1875 ha 1879 gant an ijinour Léon Bourdelles. Adimplijet e oa bet mein eus kreñvlec’h Edig evit se. D’ar 1añ a viz Genver 1880 e oa kroget an tour-tan da vont en-dro, evit heñchañ ar bigi a glaske mont e-barzh pe e-maez bae Kiberen (pe ar « Mor Bras ») en ur ziwall diouzh ar reier niverus en em astenn er gevred da ledenez Kiberen hag en-dro da inizi Houad hag Edig.

Tredanekaet e oa bet e dibenn ar bloavezhioù 1960. E 1973 e oa deuet da vezañ emgefreek, da lavaret eo e oa bet paouezet da gas gwarded di, ha renet e vez bremañ eus tour-tan ar Goulfar, en Enez ar Gerveur. En ur stad fall emañ, hervez kont, abaoe deroù ar bloavezhioù 2000, pa n’eus gward ebet ken ennañ ha pa ne vez ket graet labourioù ken evit derc’hel an diabarzh e ratre vat.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]