Gourenez Kiberen

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ledenez Kiberen)
Gourenez Kiberen,
luc'hskeudennet eus ul loarell

Gourenez Kiberen zo ur c'hourenez en arvor Bro-Gwened, e su Breizh. Stag eo gourenez Kiberen ouzh an douar-bras war-bouez un erv draezh strizh. En tu kornôg d'ar c'hourenez eo uhel an aod, anvet an Aod Bras en abeg d'an tornaodoù roc'hellek oc'h ober anezhañ. En tu reter eo izeloc'h ha ganti eo gwaskedet bae Kiberen diouzh an avel gornôg. Ouzhpenn pevarzek kilometr hirder zo gant ar c'hourenez. Gwechall-gozh e oa un enezenn, distag diouzh an douar-bras, evel ar Gerveur, Houad pe Edig.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • E Sankenn an Oriant edo al ledenez[1].
  • Dieubet e voe al ledenez d'an 10 a viz Mae 1945 goude emzaskoridigezh an Alamaned, prizoniet e voe 11 ofisour ha 583 is-ofisour ha milour ordin[2].

Kumunioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div gumun zo el ledenez :

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 587
  2. Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 622