Mont d’an endalc’had

Toaz (disheñvelout)

Eus Wikipedia

Toaz a ra dave d'un danvez, ur meskad alies, fetis pe fetisoc'h, ha gludek. Servijout a ra peurlieañ da aozañ un dra bennak.

Toaz bara.

Toaz a vez graet gant bleud ha dour evit fardañ bara da gentañ, hag ivez gwastilli, kouignoù, krampouezh, bignez, tartez, kichez, pizzaioù hag all. Fetisoc'h eo eget ar yod pe ar gaotigell da skouer. Pladet e vez an toaz gant ur rodig-pastezerezh pe rodig-toaz. Ret eo poazhañ anezhañ evit e zebriñ. Meur a seurt toaz a zo :

Toaz alamandez a vez implijet er pastezerezh, evit kinklañ ur wastell da skouer.

Toaz-frouezh zo ul lip-e-bav graet gant frouezh, dour ha sukr.

Dre astenn-ster e komzer eus toaz da ledañ, toaz sukret graet gant chokolad, kakahouetez pe c'hoazh speculoos da ledañ war un tamm bara pe eeun gant ul loa. Toaz da ledañ sall zo ivez, graet gant keuz, pesked, boued-mor, etc.

Toaz ar c'heuzioù a vez graet gant laezh. Blot pe galet e c'hall bezañ.

Toazennoù a zo toaz graet gant bleud ha dour, a-wechoù vioù ha traoù all, troc'het e stummoù liesseurt, ha poazhet en dour berv.

Implijoù all eus ar ger

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre astenn-ster e reer toaz eus un danvez, pegus alies, graet gant meur a dra, hag a c'hall bezañ meret ha/pe lakaet war un dra bennak all.

Prederioù ar c'horf :

Arz :

Greanterezh : Dre astenn-ster e reer toaz eus meskadoù graet evit ober porselen, paper, kartoñs, etc.

Dafar burev pe di :