Timbroù Tiriad Dieub Trieste

Eus Wikipedia
Timbroù Trieste – Rann A

Emañ bremañ kêr Trieste e reter-pellañ Italia, tost ouzh ar vevenn gant Slovenia.

E dibenn ar Brezel-bed kentañ ez eo aloubet kêrioù Trento ha Trieste, dindan dalc’h an Impalaeriezh aostro-hungarian, gant Lu Italia. Timbroù italia ar bloavezhioù 1901-1917 zo dreist-moulet « centesimi di corona » pe « corona » mui an dalvoudegezh-werzh e 1919. Staget eo an tiriadoù ouzh Italia e 1921.

Mestr Trieste eo an Alamaned adalek 1943. Gant drougziwezh arme an III Reich avat e kouezh Trieste etre daouarn partizaned Tito e 1945. D’ar c’houlz-se eo e lakaer er-maez timbroù Republik Sokial Italia dreist-moulet gant ar meneg « IV 1945 Trieste TRST » mui ur sterenn.

Gant ar feur-emglev sinet e Pariz gant Italia d’an 10 c’hwevrer 1947 ez eo krouet Tiriad Dieub Trieste. Rannet eo ar vro e daou damm :

  • an tiriad A (222,5 km², eno kêr Trieste ha 262 406 annezad) dindan melestradurezh an aotrouniezh saoz hag amerikan.
  • an tiriad B (515,5 km² ha 71 000 annezad) meret gant arme Yougoslavia.

Tiriad Dieub Trieste (« Territorio Libero di Trieste » en italianeg, « Svobodno tržaško ozemlje » e sloveneg ha « Slobodna Teritorija Trsta » e serbo-kroateg) a oa ur vro emren neptu etre 1947 ha 1954. N’heller ker ober eus an tiriad-se ur Stad dizalc’h penn da benn, met dieub awalc’h evit embann moneiz ha timbroù.

Timbroù Yougoslavia gant un alc’hwez “STT Vuja” (betek 1952) ha « STT Vujna »(1952-54) a oa implijet er rann B etre 1948 ha 1954.

Er Rann A e veze graet gant timbroù Italia mui an dreist-mouladenn « A.M.G F.T.T. », da lavaret eo : Allied Military Government - Free Territory Trieste (« Gouarnamant Arme ar Re Unvanet – Tiriad Dieub Trieste").

Staget e vo an tiriad A ouzh Italia hag an tiriad B ouzh Yougoslavia e 1954.

D’ar 26 a viz Here 2004 ez eo lidet dre embann un timbr 50vet deiz-ha-bloaz distro Trieste da Italia.