Timbroù Swaziland

Eus Wikipedia
Rummad kurunadur 1937
75vet deiz-ha-bloaz Unvaniezh Postoù ar Bed

Emañ Rouantelezh Swaziland (Eswatini hiziv) en Afrika ar Su, bevennet gant Republik Suafrika hag Mozambik.

Deuet eo da vezañ un drevadenn d'ar Rouantelezh-Unanet goude Brezel ar Voeren, e penn-kentañ an XXvet kantved.

Timbroù dreistmoullet an Transvaal a voe implijet eno etre 1899 ha 1992, timbroù gant ar meneg Swaziland adal 1933. Emren eo ar vro e 1967, dizalc’h abaoe ar 6 a viz Gwengolo 1968.

Liesseurt eo an timbroù : skeudennoù a denn d’an natur, savadurioù ar vro, pezhioù artizanel, hep disoñjal familh Elizabeth II.

E miz Ebrel 2018 e voe dilezet anv an drevadenn, a zeuas da vezañ Rouantelezh Eswatini.