Swaziland

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Umbuso weSwatini
Kingdom of Swaziland

Rouantelezh Swaziland

Banniel Swaziland Ardamezioù Swaziland
Banniel Swaziland Ardamezioù Swaziland
Sturienn vroadel: Siyinqaba
Lec'hiadur Swaziland
gweledva
Yezhoù ofisiel saozneg, siSwati
kêrioù-penn Mbabane (melestradurel) ha Lobamba (lezennel ha roueel)
Kêr vrasañ Mbabane
Roue Mswati III
Indovuzaki Rouanez Ntombi
Kentañ ministr Sibusiso Dlamini
Gorread 17 363 km²
Poblañs (2006)
- Stankter
1 136 334 a annezidi
65,4 annezad/km²
Dizalc'hiezh diouzh ar Rouantelezh Unanet
6 a viz Gwengolo, 1968
Moneiz Lilangeni (SZL)
Eur UTC +2
Kan broadel Nkulunkulu Mnikati wetibusiso temaSwati
Kod kenrouedad .sz
Kod pellgomz +268
Kartenn Swaziland (e saozneg)

Swaziland, anvet ivez_Umbuso weSwatini e swatieg, pe Kingdom of Swaziland e saozneg, zo ur rouantelezh hag ur stad dizalc'h en Afrika, etre Suafrika, en norzh, kornog ha su dezhi, ha Mozambik er biz. Unan eus bihanañ broioù Afrika eo, ha 200 km zo eus ar poent norshañ d'ar suañ, ha 130 km eus ar reterañ d'ar c'hornokañ. Dont a ra an anv eus hini ar roue Mswati II, a rene en XIXvet kantved.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Annezidi a-vremañ Swaziland zo erruet en takad-mañ eus Afrika en XIXvet kantved, da heul divroadeg ar vBantoued. D'ar memes koulz ec'h erruas an drevadennerien wenn kentañ.

Goude brezel ar Boers e teuas da vezañ un drevadenn vreizhveuriat ha, d'ar 6 a viz Gwengolo 1968, ur vro dizalc'h.


Politikerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar strolladoù politikel zo berzet gant ar Vonreizh.

Ur vonarkiezh absolut eo ar vro, daoust d'ar vonreizh nevez lakaet e plas e miz C'hwevrer 2006.

Distrigoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

4 distrig zo e Swaziland :

  • Hhohho
  • Lubombo
  • Manzini
  • Shiselweni

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liesseurt eo ar maezioù : menezioù a-hed an harz gant Mozambik, savanennoù er reter, koadeier gleb er gwalarn. Treuzet eo ar vro gant meur a stêr. Kêr vrasañ ar vro eo ar gêr-benn Mbabane (50.000 annezad).