Mont d’an endalc’had

Timbroù Stadoù an Arsav-brezel

Eus Wikipedia
Timbroù 1961

E miz Meurzh 1892 voe sinet ur feur-emglev etre ar Rouantelezh-Unanet hag emirelezhioù Arabia ar Reter, da lavaret eo Abu Dhabi, Ajman, Dubai, Sharjah, Ras al-Khaimah hag Umm al-Qaywayn evit ma vefe gwarezet gant nerzhioù ar Rouantelezh-Unanet ar broioù anavezet dindan an anv Stadoù an Arsav-brezel (Trucial States e saozneg).

Fiziet e voe servij ar postoù e melestradurezh ar Rouantelezh-Unanet. Implijet e veze eno timbroù India saoz da gentañ, timbroù Bro-Saoz dreistmoullet adalek 1948.

E 1961 e teuas er-maez daou rummad timbroù (11 timbr en holl) dindan an anv Trucial States, war an hini kentañ tresadenn gwezennoù-palmez hag ur boutr (bag dre lien ar rannvro) war ar re all.

Gant pep emirelezh (ha hini Fujairah) e voe embannet timbroù dindan hec’h anv etre 1964 ha 1972. Divizet e voe ganto en em vodañ en ur framm unvan ha dizalc’h e miz Kerzu 1971 (Ras al-Khaimah e miz Genver 1972) ; Emirelezhioù Arab Unanet an hini eo.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]