Timbroù Abou Dhabi
Bet eo bet Abou Dhabi gwechall ar brasañ eus ar seizh rouantelezh – pe cheic'helezh – o doa krouet Stadoù an Arsav-brezel (e saozneg: "Trucial States") e reter Arabia, war Aod ar Vorlaeron, etre Oman ha Katar. Gorread Abou Dhabi a sav da 67 000 km², pa oa 83 000 km² gorread Stadoù an Arsav-brezel. Abou Dhabi, krouet e 1761, eo anv kêr-benn ar Stad.
Ur feur-emglev sinet e 1820 gant ar Rouantelezh-Unanet zo kaoz d’an anv peoc’hus a vez graet eus ar c’horn-bro: an emglev a roe un termen d’ar vorlaeroñsi koulz ha d’ar sklaverezh, aesoc’h aleze mont ha dont e peoc’h war vor tro-dro.
Bev e vo ar feur-emglev betek ar 31 a viz Kerzu 1966. D’an 18 a viz Gouere 1971 e tiviz rouantelezhioù bihan Abou Dhabi, Ajman, Charjah, Dubai, Fujairah, Ras-el-C'haïmah ha Umm al-Qaywayn strollañ o nerzhioù ha sevel an Emirelezhioù Arab Unanet (EAU), pezh a yelo da wir d’ar 1añ a viz Eost 1972. D’ar 1añ a viz Genver 1973 hepken e vo lakaet timbroù en E.A.U. e gwerzh.
Servijoù Post
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Miz Kerzu 1960 e vez pourvezet labourerien Enez Das gant timbroù Arabia ar Reter gant melestradurezh postoù Breizh-Veur (« British Postal Agencies ») diazezet e Bahrein. Siell Bahrain a weler ivez war ar goloennoù-lizher kaset diouzh an enezenn.
D’an 30 Meurzh 1963 e tigor un ajañs postel saoz en Abou Dhabi. Embann a ra timbroù en anv ar Rouantelezh, goude m’eo nac’het gant ar Sheikh e vefe graet gant re Stadoù an Arsav-brezel. Emañ dalc’hmat postoù Enez Das dindan dalc’h melestradurezh Bahrain, nemet e vez moullet siell « Abu Dhabi Trucial States » war al lizhiri.
Ar rummad timbroù kentañ bet embannet gant Abou Dhabi a vez lakaet e gwerzh d’an 30 a viz Meurzh 1964. Gwelet e vez warno penn ar Sheikh Khalifa bin Zayed Al Nahayan.
Implijet e vez sistem moneizel India, da lavaret eo 100 naye paise = 1 roupi. Talvoudegezh-werzh an timbroù a sav eus 5 np da 10 roupi. Daoust d’an timbroù nevez-se bet lakaet e gwerzh e c’helle an dud ober gant re ar velestradurezh saoz en Abou Dhabi hag Enez Das betek dibenn 1966.
Ur burev-post zo digoret war Enez Das d’ar 6 a viz Genver 1966 pezh a ro un dermen d’al liammoù gant servijoù Bahrein. Emañ melestradurezh postoù an enezenn etre daouarn Abou Dhabi diwar-vremañ.
E fin ar bloaz 1966 e vez embannet ur moneiz nevez en Abou Dhabi: 1000 fils = 1 dinar. Dreist-moullet eo timbroù kent gant un dalvoudegezh a zoare, ha moullet penn ar Sheikh nevez, Khalifa bin Zayed Al Nahayan e anv. Moulet e vo timbroù betek ar c’houlz ma vo gwerzhet timbroù an E.A.U. e 1973.
95 timbr zo bet embannet gant Abou Dhabi etre 1964 ha 1972, ar rummad diwezhañ o vezañ gouestlet da Volzenn ar Roc’h e Jeruzalem.