Timbroù Inizi ar Mor Ionian
E kornôg Gres emañ ar seizh enezenn a ya d’ober Inizi ar Mor Ionian : Antipaksos, Kalamos, Kefalonia, Korfou, Itaka, Lefkada, Paksos ha Zakynthos (Zante).
Un drevadenn eus Republik Venezia e oa an inizi betek diskar ar Stad-kêr (e 1797) ; neuze e kouezhas an inizi dindan mestroniezh Bro-C'hall da vare ren Napoleon, ha hini Turkia da c’houde. Gwarezet e voent ez-ofisiel gant ar Rouantelezh-Unanet adal 1815 ha profet da Vro-C'hres a-benn ar fin e miz Mae 1864.
Gant melestradurezh Postoù Breizh-Veur e voe embannet un heuliad tri dimbr hep dent, warno poltred Victoria en ur vedalenn hag an destenn ΙΟΝΙΚΟΝ ΚΡΑΤΟΣ (Stad Ionian). Ar ger « Stad » a denn d'an titl roet d'ar vro gant ar Saozon : Stadoù-Unanet an Inizi ionian ("United States of the Ionian Islands"). Ne oa ket merket an talvoudoù-gwerzh avat : gwerzhet e oa bet ½ penny an timbr melen-orañjez, 1 penny, an hini glas (gant ur filigran “2”), ha 2 pence an hini ruz-tane (filigran “1”).
Aloubet e voe an inizi e 1941 gant an arme italian. Timbroù italian ar bloavezhioù 1929-1934 gant ar gerioù ISOLE JONIE (Inizi ionian) ouzhpennet warno a voe implijet .
Adstaget e voe an inizi ouzh Bro-C'hres e 1945, pa voe echuet ar Brezel.
Korfou
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Enez Korfou a voe aloubet gant an Italianed eus 1923 da 1941 (goude « Droukpleg Korfou »). Timbroù Italia ar bloavezhioù 1901-1923 a zo bet dreistmoullet gant CORFÙ ha diwezhatoc'h (e 1941) e voe implijet timbroù Bro-C'hres gant ar meneg CORFU.
Postoù Serbia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Digor e voe ur burev-post serbian e 1917, hag abalamour d’an diouer a dimbroù e voe implijet re Bro-C'hall (14 talvoud-gwerzh) moullet warno POSTES SERBES a-dreuz.