Timbroù Bohemia ha Moravia
Pa voe aloubet Tchekoslovakia gant armeoù an Trede Reich e 1939 e voe rannet ar vro e daou damm : diouzh un tu e voe diazezet Bohemia ha Moravia, ur Stad-suj dindan dalc’h Alamagn, diouzh an tu all Slovakia, ur Stad emren ken tost all ouzh politikerezh Berlin.
D'ar 15 a viz Meurzh 1939 e voe embannet gant Adolf Hitler krouidigezh ar gwarez-stad anvet Protektorat Böhmen und Mähren en alamaneg.
Ar bloaz-se e teuas er-maez timbroù Tchekoslovakia dreistmoullet en alamaneg hag e tchekeg BÖHMEN u. MÄHREN ČECHY a MORAVA.
Diwezhatoc’h e voe embannet ur rummad o kinnig delioù tilh, savadurioù meur Bohemia ha Moravia : ilizoù-meur Praha ha Brno, kestell, ul labouradeg botoù… Ur dornad timbroù-lidañ a roas enor da sonerien vrudet da geñver deiz-ha-bloaz o marv : re Tchekia evel Bedřich Smetana hag Anton Dvorak, pe Mozart, Richard Wagner.
Un dismegañs ouzhpenn ouzh ar boblañs eo bet embann e 1943 an timbr-post gant penn an torfedour Reinhard Heydrich, gouarnour Bohemia ha Moravia e anv Alamagn, lazhet gant emsaverien tchek ar Rezistañs.
Gant ar memes pal da verkañ kontroll ar vro gant Alamagn e voe moullet un heuliad timbroù-boutin gant poltred Hitler. E zeiz-ha-bloaz o vezañ danvez un timbr bep bloaz, eus 1942 da 1944. Adalek 1942 e veze merket « Deutsches Reich » ha « Grossdeutsches Reich » (e 1944) war bep timbr, a-us da anv ar warezvro.
120 timbr a voe embannet (mui timbroù evit ar c’hazetennoù, timbroù-taos, timbroù-servij) betek 1944. E fin ar brezel e voe dismantret framm Stad Bohemia ha Moravia, hag adsavet Tchekoslovakia.