Mont d’an endalc’had

Timbroù Azerbaidjan

Eus Wikipedia
Timbr Republik Demokratel Azerbaidjan – 1919
Timbr Republik Azerbaidjan – 1992
Timbr RSS Azerbaidjan – 1921
Timbr RSKS Treuzkaokazek – 1923

Azerbaidjan a zo ur vro enezennet ha meneziek lec'hiet e Kaokaz ar Su, etre Europa hag Azia.

Bet eo bro ar C’haokaz dindan beli Tsared Rusia betek ma tarzh an Dispac'h bolchevik e 1917 hag ec’h embann kreisteiz ar vro e frankiz dindan anv “Republik dizalc’h Kaokaz”. Ne bad ket ar Stad yaouank avat, rak e 1918 e tiwan teir Stad emren: Azerbaidjan, Jorjia ha Armenia. Dizemglev a sav etre ar republikoù nevez kement hag ez int aloubet gant an Arme Ruz e 1921. Dre urzh ar gouarnamant bolchevik int bodet en-dro dindan anv “Kevredad Treuzkaokaz” ha degemeret en Unaniezh Soviedel e miz Kerzu 1922.

Pa teu da vezañ ur “Republik Sokialour Kevredek Soviedel”, Azerbaidjan a embann un toullad rummadoù timbroù gant menegoù e yezh ar vro nemetken. Arouezioù ar falz hag ar morzhol, pe hini ar steredenn, zo splann war an holl dimbroù pe dost, ha dre lenn al lizherennoù روبل e kompreno an dud ez eus kaoz eus Azerbaidjan.

Timbroù an Unaniezh Soviedel a vo implijet adalek 1924 betek ma vo dizalc’h republikoù ar C’haokaz. E 1991 eo dismantret Stad an Unaniezh Soviedel. Melestradurezh Azerbaidjan a embann timbroù evit ar vro diwar-vremañ. Moneiz ar vro zo cheñchet e dibenn 1992 : kepik e lec’h manat. An timbroù kozh, dezho un dalvoudegezh e roubl ha kopek, zo gwerzhet evel ma vefent skrivet er moneiz nevez.

Gant ar kompagnunezh timbroù Azerbaidjan Azərmarka e vez embannet tro 50 timbr bep bloaz, an holl anezho o tennañ da vuhez ha sevenadur ar vro. Tro 563 timbr zo bet lakaet e gwerzh gant Azərmarka etre 1992 ha 2012.

Republik Karabakh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Timbr Karabakh – 1993

E Karabakh-Uhel e tarzh ur brezel e 1988 etre an annezidi, Armenianed anezho, ha Stad Azerbaidjan, aotrouniezh ofisiel ar vro. Pa c’hoarvez un arsav-brezel e 1994 n’eo ket diskoulmet an dizemglev a-zivout e statud. Ur “Republik Nagorno-Karabakh” dizalc’h zo bet embannet met n’eo ket anavezet gant an aozadurioù etrebroadel. Timbroù dindan an anv-se a gaver e gwerzh bep an amzer avat. N'eus mui eus ar Republik goude ar brezel gant an Azerbaidjan adalek ar 1 a viz Genver 2024.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.