Tibre
Neuz
- Evit implijoù all, gwelet Tiber (disheñvelout).
An Tibre a oa un departamant gall en Italia e mare an diktatour gall Buonaparte, anvet diwar anv gallek ar stêr Tiber, e Lazio a vremañ. Kêr Roma e oa ar pennlec'h anezhañ.
Un istor berr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da gentañ e oa un departament (dipartimento del Tevere) eus ar Republik roman, entre 1798 ha 1799.
D'ar 15 a viz Gouhere 1809 e voe krouet an departamant gall, pa voe staget Stadoù an Iliz ouzh an Impalaeriezh c'hall kentañ . Adalek ar 17 a viz C'hwevrer 1810 e oa deuet an Tibre da vezañ département de Rome.
Distrujet e voe, evel holl zeparatamantoù gall Italia, pa voe faezhet Bonaparte e 1814.