The Walking Dead (stirad skinwel)
- Evit implijoù all, gwelet The Walking Dead.
Titl | The Walking Dead |
---|---|
Diazezet war | The Walking Dead |
Labour da-heul | The Walking Dead: Survival Instinct, The Walking Dead: A Hardcore Parody, Fear the Walking Dead: Dead in the Water |
Danvez pennañ | Zombi, survival skill, societal collapse |
Tachenn | horror television series, drama television series, post-apocalyptic television series, zombie apocalyptic television program, television adaptation |
Krouet gant | Frank Darabont |
Skigner orin | AMC |
Bro orin | Stadoù-Unanet |
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwel | saozneg |
Deiziad kregiñ | 31 Her 2010 |
Deiziad echuiñ | 20 Du 2022 |
Executive producer | Gale Anne Hurd |
Rener ar skeudennaouiñ | David Boyd, David Tattersall |
Sonaozer | Bear McCreary |
Produer | Frank Darabont |
Embregerezh produiñ | AMC Networks |
Dasparzher | Netflix, Disney+ |
After a work by | Robert Kikman, Tony Moore, Charlie Adlard |
Lec'h an istor | Jorjia, Virginia, Atlanta |
Lec'h filmañ | Jorjia |
Aspect ratio (W:H) | 16:9 |
Prizioù resevet | Saturn Award for Best Supporting Actress on Television, Saturn Award for Best Television Presentation, MTV Movie Award for Best Villain |
Hollved faltaziek | The Walking Dead Television Universe |
Roll an tudennoù | list of The Walking Dead (TV series) characters, list of The Walking Dead (comics) characters |
Roll ar rannoù | list of The Walking Dead episodes |
Diaz embann | video diwar c’houlenn |
Lec'hienn ofisiel | https://www.amc.com/twdu/the-walking-dead |
Has spin-off | Fear the Walking Dead |
Media franchise | The Walking Dead |
The Walking Dead a zo ur stirad skinwel stadunanat spont ha fromm, azasaet gant Frank Darabont ha Robert Kirkman, awenet gant al levrioù bannoù-treset comics gant ar memes anv. Skignet eo, er Stadoù-Unanet, abaoe an 31 a viz Here 2010 war an AMC.
E Breizh hag e bro-C'hall, eo bet treuzkaset e galleg an heuliad abaoe an 20 a viz Meurzh 2011 war OCS Choc er skinwel. E Belgia, Luksembourg ha Suis eo skignet ivez.
Bez ez eus ul lodenn vras eus an heuliad hag a zo bet filmet en Atlanta hag an trowardroioù. En Alexandria en Virginia ez eo bet troet ivez.
En etrevroadel, eo skignet an heuliad war Fox Networks Group. Gant notennoù mat-tre war skeul Nielsen. Renket ez eo en ur plas uhel-tre evit un heuliad skinwel, AMC a grou neuze ur c'houlzad nevez bep bloaz. Gant penn-kentañ e drede goulzad hag 5,8 % a geidenn evit an oadoù soñjet gante (18-49 bloaz), The Walking Dead a deu da vezañ an heuliad skinwel arvestet ar muiañ en diskar-amzer 2012. An 12 a viz Here 2014, e c'hounez an heuliad un taol-kaer istorel e-keñver an niver a arvesterien evit bannadenn e bempvet koulzad. Dont a ra a-benn memestra da gaout 17,3 million a skinweller.
Heuliad an AMC a zo plijet kalz, rummet eo bet evel darvoudenn ar gevredigezh gant meur a vedia hag er rouedadoù sokial ivez. Anvidigezhioù ha garedonet eo ivez kalz evit e aktourien hag e galite teknikel en abadennoù. Anvet eo bet da skouer er Writers Guild of America Awards hag er Golden Globes. Gant ar berzh-bras en deus graet, ez eo bet graet un deveradenn eus an heuliad anvet Fear the Walking Dead treuzkaset abaoe an 23 a viz Eost 2015. An eizhvet koulzad eus an heuliad a zo abaoe an 22 a viz Here 2017.
Synopsis
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Istor un dudenn, Rick Grimes (c'hoariet gant Andrew Lincoln), eil sheriff kontelezh Kings (en Jorjia) a vez heuliet. O tihuniñ eus ur gourhun un nebeud sizhunvezhioù eo. Dizoleiñ a ra ar boblañs drastet gant un epidemiezh dianavezet hag a lak an dud da vezañ hanter marv-hanter bev anvet « kantreer ». Goude bezañ adkavet e familh, e teu, buan-tre, da vezañ e-penn ur strollad saveteet eus an Atlanta. Ret eo dezhe goude-se dreistbevañ a-enep da gantreerien ha strolladoù tud chomet bev. Asambles emaint o vont da glask chom bev e-barzh ar bed nevez ha dizanavezet, e Su penn-da-benn ar Stadoù-Unanet.
Generek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar generek a zo bet kenaozet gant Bear McCreary, unan hag a zo kustum da grouiñ sonerezh evit heuliadoù skinwel fromus ha gant spont.
Al lec'hioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An abadenn bouezusañ a zo e kêr an Atlanta. Goude ma tihun Rick eus e gourhun hag e kej gant Glen e kreizh-kêr gant zombied e-pep lec'h ez a, an dud bev c'hoazh, da Gamp an dud bev e lec'h ma adkav Rick e wreg, e vab Carl hag e genlabourer Shane met ret eo d'ar skipailh mont kuit rak kregiñ a ra un tantad-bras da zistruj ar c'hoad. Mont a reont neuze en ur seurt ospital evit ar c'hleñvedoù.
An eil koulzad a zo war an hent-bras ha menaj ar re-Greene.
An trede koulzad a zo en un toull-bac'h.
Goude emañ an tudennoù o vont da cheñch lec'h meur a wech : an Terminus, iliz Saint-Sarah hag a-benn ar fin e kêr Alexandria e Virginia e-pad ar c'hwec'hvet, seizhvet ha eizhvet koulzadoù.
Eizh koulzad zo en holl evit poent. Skignet e vo an navvet en diskar-amzer 2018.
An tudennoù hag aktourien pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Rick Grimes c'hoariet gant Andrew Lincoln,
- Daryl Dixon c'hoariet gant Norman Reedus,
- Michonne c'hoariet gant Danai Gurira,
- Carl Grimes c'hoariet gant Chandler Riggs,
- Morgan Jones c'hoariet gant Lennie James,
- Negan c'hoariet gant Jeffrey Dean Morgan.