Morgan Jones (The Walking Dead)

Eus Wikipedia
Lennie James e 2015, c'hoari a ra an dudenn Morgan Jones

Morgan Jones zo un dudenn ijinet e bed ar c'homics ha stirad skinwel The Walkind Dead. C'hoariet eo gant Lennie James kement er stirad diazez evit er stirad skinwel deveret Fear the Walking Dead. Er c'homics pe stirad skinwel, ez eo un tad afro-amerika o klask saveteiñ e vab ur wech marvet e wreg. Gant e vab, Duane, e klask goudor e kêr ar sheriff Rick Grimes, ur wech kroget an aloubadeg zombi. Ar c'hentañ dreistbeverien eo a vo gwelet gant Rick ur wech dihunet diouzh ar c'homa.

Er stirad skinwel ez eo Morgan hag en deus savetaet buhez Rick pa oa dihunet ha taget raktal gant zombied. Eñ eo ivez a gont dezhañ istor an aloubadeg zombi. Pep hini a ya eus e du met embann a reont ar soñj en em adkavout en Atlanta ar pezh ne erruo ket.