Mont d’an endalc’had

The Pogues

Eus Wikipedia
The Pogues e miz Here 2006

The Pogues a zo ur strollad sonerezh saoz, blaz ar sonerezh poblek iwerzhonek àr e sonerezh, savet e 1982, hag en deus graet berzh adalek kreiz ar bleadoù 1980. Ur strollad dibar, ha na vezer ket evit renkañ en ur rummad resis, ken liesdoare e oa e sonerezh. "Pogue Mahone" a voe anv kentañ ar strollad, da lavaret eo "Póg mo thóin" (brezhoneg : pokañ, "pok d'am revr" !) ! Sonerezh hengounel a Vro-Iwerzhon tamm pe damm, ha tamm ha tamm bejoñs ar bunked a voe strinket e-barzh. Levezonet bras e oant get the Clash d'ar mare-se, seniñ a rezont gete (ha Joe Strummer a gempennas un albom dezhe). Binvigi trad ag Iwerzhon a oa gete e penn kentañ : tin whistle, banjo, mandolin, bouest an diaoul... Diwezatoc'h e tay ar binvigi tredan pe elektronik da vout pouezusoc'h en o sonerezh.

Shane MacGowan e 2004

Prantad kentañ the Pogues :

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Shane MacGowan (kan), Jim Fearnley (akordeoñs) ha Spider Stacy (tin whistle) : setu amañ penn izili ar strollad e penn kentañ, a pa vezent é soniñ ingal dre straedoù London. Ha d'ar mare-se e voe brassaet ar strollad get donedigezh Jeremy 'Jem' Finer (gitar, banjo), Cait O'Riordan (gitar-boud) hag Andrew Ranken (taboulinoù). Kreskiñ a reas brud vat ar strollad, un nebeud enrolladennoù hag àr un dro troiadoù sonadegoù a skignas ar vrud-se e 1984. "Pogue Mahone" a yeas da "bPogues" hag o fladenn gentañ "Red Roses for Me" a zeuas er-maez e 1985. Ur gitarour a voe ouzhpennet nebeudig goude (Phil Chevron), ha neuze, skoazellet anezhe get Elvis Costello (brudet a-walc'h e metoù an new-wave pe ar sonerezh punk er mareoù-se), e voe savet an album "Rum Sodomy & the Lash", bepred e 1985 (setu penaos e vize bet taolennet an Navy get Winston Churchill, sañset ?). Skeudenn an albom a ziskouez radell ar Meduse get dremm izili ar strollad e-lec'h tudennoù taolenn Gericault. Ur gwir aozour sonennoù a ziskuilh e vailhoni en albom-se (pa oa kentoc'h sonennoù kozh e-barzh pladenn gentañ ar strollad) : Shane MacGowan, ur saver kanaouennoù ma'z eus unan, un doare barzh hag a ouia kontiñ istoerioù berr ("The Sick Bed of Cúchulaínn" pe "The Old Main Drag") kerkoulz ha kaniñ, perc'henniñ pa larin mat, sonennoù kozh èl "Dirty Old Town" (Ewan MacColl) pe "And the Band Played Waltzing Matilda" (Eric Bogle). An tonioù-se dibunet get Mac Gowan a zeuas da vout brudetoc'h eget o stumm a-orin.

Breskded ar strollad get emzalc'h MacGowan

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Berzh a rezont (a-unvouezh, gwerzh o fladennoù pe soñjoù ar vurutellourion sonerezh figus) met ne gendalc'hzont ket àr o lañs, daoust da dalvoudegezh o fennoberennoù. Enrolliñ un album nevez a voe nac'het gete (e-lec'h an dra-se e kinnigzont unan berr get 4 sonenn e-barzh nemetken, "Poguetry in Motion"); dimeziñ a reas O'Riordan get Costello ha monet kuit, erlec'hiet get ar gitarour-boud Darryl Hunt. Terry Woods, soner a-gozh e-barzh Steeleye Span ha barrek àr e-leizh a vinvigi, a zeuas da binvidikaat ar strollad. Àr ar marc'had, perzh dibar ar strollad er mareoù-se a oa emzalc'h Shane MacGowan, etre ront ha karrez, mat-divat, arvarus, diaes da ziarbenniñ. Ha eañ aozer sonennoù kentañ ar strollad neoazh, hag ivez pennskeudenn ar strollad, e greizig hag e spered.
Daet int a-benn da zastum dañvez a-benn sevel hag enrolliñ "If I Should Fall from Grace with God" e 1988 (get ar sonenn vrudet "Fairytale of New York") ha "Peace and Love" e 1989. Berzh abominapl a rae ar strollad er mare-se, ha neoazh ne oa ket Shane Mac Gowan en e vleud, pe kentoc'h er memes bleud hag an izili arall ! Start e oa labourat getoñ, ne oa ket tu d'e gabestrañ un tammig, abadennoù zo a droe da drenk getoñ meur a wezh ! Stacy ha Finer a voe é kaniñ e-barzh o fladenn da heul "Hell's Ditch", erlerc'hiet MacGowan gete dre ret, kempennet get Joe Strummer.

Ar strollad dibennet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa oa aet kuit Shane Mac Gowan (e 1991 neuze) eo daet ar strollad da vout distabil ha distrantell a-walc'h. Perzh dibar the Pogues e oa mouezh e ganer ur sort ! Ha n'eo ket n'eus forzh piv a gemeras e lec'h, Joe Strummer e-unan a gasas an traoù e-pad ur pennadig, hag àr-lerc'h e voe Stacy é kaniñ da vat. Daou albom a zay er-maez get ar stumm dishañval-se, unan mat-tre hag unan etre an daoù, met ne oa ket a-walc'h evit reiñ lañs en-dro d'ar strollad ha setu eñ dispennet a-benn nebeud e 1996. Hiriv an deiz ne chom ket 'met Shane MacGowan hag a vez klevet diàr e benn ur wezh an amzer, dre hanterouriezh e strollad The Popes d'an nebeutañ (da gentañ ur bladenn e 1994), pe skridoù e vuhez "A Drink With Shane MacGowan" (2001), kenskrivet àr un dro getoñ ha get e vignonez kazetennerez.

Adsavet e voe ar strollad, get MacGowan mar plij, evit un troiad sonadegoù da vare Nedeleg e 2001. A-hend-arall, e miz an Azvent 2004, 9 "show" a voe sevenaet gete.


  • Red Roses For Me
  • Rum, Sodomy, and the Lash
  • If I Should Fall From Grace with God
  • Poguetry in Motion (EP)
  • Yeah Yeah Yeah Yeah Yeah (EP)
  • Peace and Love
  • Hell's Ditch
  • Waiting For Herb
  • Pogue Mahone
  • The Best of The Pogues
  • The Rest Of The Best
  • The Ultimate Collection get "Live at the Brixton Academy" e-barzh, 2001