Teskanv
Neuz
Un teskanv a zo ur berradur eus un anvadur savet gant un hollad lizherennoù-tal hag a ya d'ober ur ger. Da skouer :
- JFK evit John Fitzgerald Kennedy,
- KEAV evit Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion,
- KEBK evit Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek,
- SUA evit Stadoù-Unanet Amerika,
- TGO evit Taos war ar Gwerzh Ouzhpennet.
A-wechoù e vez lennet lizherenn-ha-lizherenn : SAE : "es-sa-e", URSS : "u-er-es-es" ; a-wechoù all e c'haller lenn ar ger evel pa vije ur gwir c'her : NASA : "na-sa", UNESCO : "unesko"... Evit ar re ziwezhañ-mañ e vez graet gant ar ger gwreskanv.
Er bed a-vremañ e vez ur bern teskanvioù. Evit embregerezhioù, aozadurioù politikel ha sevenadurel, melestradurioù, an teknikoù nevez (LCD, DVD, PDF, JPG...), met ivez evit tud gant anvioù hirik un tamm, evel DSK (Dominique Strauss-Kahn), NKM (Nathalie Kosciusko-Morizet), PPDA (Patrick Poivre d'Arvor), hag all.