Te ruz
Neuz
An anv te ruz a vez graet alies eus ar rooibos (distaget [rɔɪbɔs]), a dalv kement ha bodenn ruz en afrikaneg, a zo un died graet dre c'hlec'hiañ deil ar blantenn anvet heñvel, Aspalathus linearis hec'h anv skiantel. Ul legumaj eo e gwirionez.
Evet e vez en un doare hengounel e Suafrika met boutin eo deuet da vout ivez e broioù arall.
Er c'hontrol d'an te pe d'ar mate n'eus tamm kafein ebet ennañ, ha se eo a blij d'un darn vras eus an everien.
Gounezerezh an te ruz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne vez gounezet rooibos nemet en ur c'hornig-bro e rannvro Cederberg e proviñs ar C'hab. Peurvuiañ e vez glebiet an delioù ha lezet da c'hoiñ, da ober al liv rouzik. Graet e vez rooibos glas ivez, ha ne vez ket lakaet da c'hoiñ.