Tasmant Kyiv
Iskevrennad eus | tasmant ![]() |
---|---|
Rann eus | Emgann Kiev (2022) ![]() |
Arvez | disinformation in the Russian invasion of Ukraine ![]() |
Lealded | Ukraina ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | Привид Києва ![]() |
Micher | nijer brezel ![]() |
Brezel | aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022, Emgann Kiev (2022), Kyiv Offensive (2022) ![]() |
Skour lu | Aerlu Ukraina, aerlu ![]() |
Anvet diwar | Kyiv ![]() |
Stad | Ukraina ![]() |

Tasmant Kyiv (ukraineg: Привид Києва, romanekadur: Pryvyd Kyieva, distaget [ˈprɪʋɪd ˈkɪjeʋɐ]) a oa lesanv ur sturier karr-nij brezel mojennel, MiG-29 Fulcrum en dije distrujet c'hwec'h karr-nij brezel rusian a-us da Gyiv e-kerzh an Argadenn war Kyiv d'ar 24 a viz C'hwevrer 2022. Meur a vammenn, evel Servij Surentez Ukraina, o doa embannet e oa bet an tasmant o tistrujañ betek 10 karr-nij enebour d'ar 27 a viz C'hwevrer. A-benn ar fin, mojenn Tasmant Kyiv zo un obererezh propaganda kement hag ur fulenn spi evit Ukrainiz [1].
D'an 30 a viz Ebrel 2022, pennoù nerzhioù aerlu Ukraina o doa embannet e oa “Tasmant Kyiv ur vojenn dreist-harozel, an dudenn o vezañ bet krouet gant tu Ukraina”. Displeget o devoa ivez ne oa ket un dudenn hiniennel nemetken met ur meskaj eus skeudenn an holl nijerien ukrainat kemmesket.