Tarzh-gouloù

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Un tarzh-gouloù en Alaska

Un tarzh-gouloù[1],[2] zo un anadenn naturel en oabl noz evel gouelioù gouloù a weler war-dro pennoù-ahel boul an Douar, nemet e-kerzh bloavezhioù zo, pa zeu kreñvoc'h an obererezh war gorread an Heol.

Deskrivadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hoarvezout a ra dreist-holl en takadoù a zo tost d'ar pennoù-ahel magnetek (etre 65° ha 75° ledred), diwar etreobererezh an avel heol hag an aergelc'h uhel. Pa c'hoarvez en hantervoul norzh e reer anv eus tarzh-gouloù boreel[3] hag en hantervoul su e reer anv eus tarzh-gouloù aostrel[4].

Pa c'hoarvez didarzhadennoù ma ya ar materi heolel da strinkañ e weler el lec'hioù-se takadoù teñvaloc'h, ur sin m'eo uheloc'h live ar park magnetek. Diouzh an didarzhadennoù e teu klogorennoù danvez heolel, bras-divent, enno miliardoù a rannoùigoù elektromagnetek a c'hell tizhout gwiskadoù uhel aergelc'h an Douar m'emañ-eñ war o hent. An avel heolel a reer eus ar strinkadennoù rannoùigoù-se. A-hed linennoù ar park magnetek e vez dasparzhet ar rannoùigoù ken e vezont sellet gant an denion evel seurtoù stignoù gant neudennoù a-serzh hag evel tennerisoù kromm. Gwer ha lufrus e vezont peurvuiañ.

Tarzh-gouloù boreel e Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rouez-tre e vez gwelout tarzhoù-gouloù e Breizh ha ne vezont ket ken lufrus ha spis o stummoù hag ar re a weler bep bloaz dindan kelc'hioù ar pennoù-ahel.

P'eo kreñvoc'h obererezh an Heol abaoe 2020 [5] eo bet gwelet tarzhoù-gouloù e Norzh al ledenez e-kerzh ar goañvezh 2022-2023[6].

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Paol ar Meur, Tanioù Sant Orvez. E-barzh Ya!, niv 927, 14 Meurzh 2023.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Jakez Konan, Lannevern e kañv, Al Liamm (1980, p.212) : « alies a-walc'h e c'haller arvestiñ ouzh sklaerder marzhus tarzh-goulou an Norzh (Aurora borealis) o teurel e vannoù »; Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, 2012, p.110a.
  2. Tan Sant Orvez, hervez Paol ar Meur, op. cit.
  3. Martial Ménard, op. cit.
  4. Martial Ménard, op. cit.
  5. Embannet eo bet gant an NOAA hag an NASA e krogas un drovezh obererezh heolel e miz Genver 2020 hag e rakwelont ec'h echuo e 2032, goude tizhet he barr en 2025.
  6. Meneget gant Paol ar Meur. Pennad Ya!, 2023.