Taraba major
Neuz
| |||
|---|---|---|---|
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Aves | ||
| Urzhad : | Passeriformes | ||
| Kerentiad : | Thamnophilidae | ||
| Genad : | Taraba (genad) | ||
| Anv skiantel | |||
| Taraba Lesson, 1831 | |||
| Anv skiantel | |||
| Taraba major (Vieillot, 1816) | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Taraba major[1] a zo ur spesad golvaneged eus ar c'herentiad Thamnophilidae.
Anvet e voe Thamnophilus major (kentanv) da gentañ-penn (e 1816) gant an evnoniour gall Louis Jean Pierre Vieillot (1748-1831).
Ar spesad nemetañ er genad Taraba an hini eo. Un anagramm eo da anv ur genad all eus ar c'herentiad : Batara.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
en Alto Paraíso de Goiás
(stad Goiás, Brazil).
Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a ra diwar amprevaned a bep seurt hag artropoded all koulz ha melc'hwed-krogennek ha blotviled all ; kemer a ra mellkeineged bihan ivez (glazarded, raned da skouer)[2].
Annez hag isspesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar spesad a gaver an dek isspesad[3] anezhañ e Kreiz ha Suamerika, en un takad hag a ya eus reter Mec'hiko da hanternoz Arc'hantina :
- Taraba major borbae, e kornôg-kreiz Brazil kreisteiz an Amazon,
- T. m. duidae, e Cerro Duida (gevred Venezuela),
- T. m. granadensis, e hanternoz ha kreiz Kolombia ha gwalarn Venezuela,
- T. m. major, e reter Bolivia, Paraguay, kreisteiz Brazil ha hanternoz Arc'hantina,
- T. m. melanocrissus, eus gevred Mec'hiko da gornôg Panamá,
- T. m. melanurus, e kornôg Amazonia,
- T. m. obscurus, eus kornôg Costa Rica da hanternoz Kolombia,
- T. m. semifasciatus, e reter Kolombia, kreisteiz ha biz Venezuela, Gwianaoù ha biz ha kreiz Brazil,
- T. m. stagurus, e reter ha biz Brazil,
- T. m. transandeanus, e mervent Kolombia, kornôg Ecuador ha gwalarn Perou.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ N'en deus ar spesad anv boutin ebet testeniekaet e brezhoneg evit poent.
- ↑ (en) Taraba major el lec'hienn HBW Alive: Handbook of the Birds of the World Alive.
- ↑ (en) Roadennoù IOC World Bird List diwar-benn Taraba major.

