Batara cinerea

Eus Wikipedia
Batara cinerea

Ur par Batara cinerea, luc'hskeudennet
e Parque Estadual Intervales
(stad São Paulo, Brazil).


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Passeriformes
Kerentiad : Thamnophilidae
Genad : Batara
Anv skiantel
Batara
Lesson, 1831
Anv skiantel
Batara cinerea
(Vieillot, 1819)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Batara cinerea[1] a zo ur spesad golvaneged eus ar c'herentiad Thamnophilidae.

Anvet e voe Tamnophilus [sic] cinereus (kentanv) da gentañ-penn (e 1819) gant an evnoniour gall Louis Jean Pierre Vieillot (1748-1831).
Ar spesad nemetañ er genad Batara an hini eo. Un anagramm eo da anv ur genad all eus ar c'herentiad : Taraba. Hervez an Helm Dictionary of Scientific Birds Names e teu an anv-se eus ar ger gwaraniek batará a dalv da envel laboused bihan a bep seurt.

Doareoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tresadenn Batara cinerea
(savet etre 1824 ha 1839).

Brasañ laboused eus ar c'herentiad Thamnophilidae an hini eo.

Boued[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bevañ a ra diwar amprevaned bras hag artropoded all koulz ha melc'hwed ha melc'hwed-krogennek ; kemer a ra mellkeineged bihan ivez (raned da skouer)[2].

Annez hag isspesadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar spesad a gaver an tri isspesad[3] anezhañ en Amazonia (Suamerika) :

  • Batara cinerea argentina, e reter Bolivia, kornôg Paraguay ha gwalarn Arc'hantina,
  • B. c. cinerea, e gevred Brazil ha biz Arc'hantina,
  • B. c. excubitor, e kreiz Bolivia.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn: