Taol-stad c'hwitet e Moskov

Putsch Moskov, pe Taol Eost a vez graet eus un taol-Stad c'hwitet a oa bet e Moskov e miz Eost 1991 en Unaniezh Soviedel gant ur strollad tud a zifenne ur mennad « reut » e-barzh Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel. Aozerien an taol-Stad a oa deuet a-benn da zigadoriañ penn ar vro, Mikhail Gorbatchev, e-pad ur pennadig amzer ha klasket o devoa ren ar vro.
Aozerien ha harperien an taol-Stad a oa komunourien mirourien anezho hag a oa bet kerseet-bras gant programm adkempennoù Gorbatchev. Soñjal a rae dezho e oa an traoù o vont re bell hag e oa ar gevrat unaniezh nevez sinet o reiñ re a c'halloud d'ar republikoù a save an URSS. Ar prezidant gall François Mitterrand, a soñje e oa bet trec'h an emsaverien, en doa komzet eus « M. Guennadi Ianaev, en particulier, comme un des nouveaux dirigeants d'Union soviétique ». Ur c'hwitadenn e oa bet an taol-Stad e gwirionez, ne oa ket padet pelloc'h eget tri devezh. Eneberezh ar prezidant rusian Boris Yeltsin a oa bet unan eus abegoù an taol kleze en dour. Gorbatchev a oa distroet d'ar galloud met gwanaet-don e oa bet e vestroniezh, Yeltsin eo a oa bet gwelet evel trec'her an taol-Stad. C'hwitadenn putsch Moskov he doa roet muioc'h a lañs c'hoazh da Freuzadenn an Unaniezh Soviedel, a-benn fin ar bloavezh e oa echuet gant ar vro.