Mont d’an endalc’had

Tangi Louarn

Eus Wikipedia

Tangi Louarn, ganet e 1947 e Pariz, zo ur stourmer breizhat, mab da Alan Louarn ha breur Lena Louarn; kelenner e SADED eo bet e 1966 ; unan eus diazezerien Skol An Emsav eo bet e 1970 gant Pol Kalvez hag e eontr Youenn Olier evit pere e vo Imbourc'h an embannadenn nann-ofisiel. Kendiazezer skol Diwan Kemper eo bet e 1977, ha prezidant "Karta Europa, Comité Républicain pour la Charte Européenne des Langues".

Besprezidant Kuzul Sevenadurel Breizh, kengevredigezh, eo bet, ha goude-se prezidant adalek 2009. Prezidant Kevre Breizh eo bremañ abaoe krouidigezh Kuzul Sevenadurel Breizh, bodadenn guzuliañ, gant Kuzul Rannvro Breizh. Kevre Breizh en deus kemeret lec'h Kuzul Sevenadurel Breizh evel kengevredigezh o vodañ an darn vrasañ eus ar c'hevredigezhioù a labour evit sevenadur Breizh. Ezel eo Tangi Louarn eus burev ar vodadenn guzuliañ Kuzul Sevenadurel Breizh[1].

Skridoù

  • Langues régionales ou minoritaires dans la République : [actes du colloque, Rennes, 15 février 2002] / [organisé par l'] association Pour que vivent nos langues [et le] Comité . IEO - [Puylaurens] . 2003. testennoù dastumet, bodet ha kinniget gant Henri Giordan ha Tangi Louarn. Karta europat ar yezhoù rannvro ha minorel (1992) -- Congrès.
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.
  1. Pennad e-barzh Ouest-France an 20 a viz Mae 2017 : [[1]]