Tan dehi
Ar strollad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tan dehi 'zo bet savet gant Lors Jouin ha Soig Siberil hag a oa dija asambles en "Ours du Scorff". Savet eo bet ar c'homzoù hag ar sonennoù gant Lors Jouin. An ton mousfentus a deu da vezañ skoemp. Sikouret eo bet Lors Jouin gant Humphrey Lloyd Humphreys a-benn sevel ar c'homzoù e brezhoneg. Heuliet e vez pep kanaouenn gant gitar Soig Siberil en un doare dous ha brav da glevout. Met estreget gitar Soig Siberil a zo o c'hoari e Tan dehi, klevet e vez ivez, ur sakso, ur piano, ur strollad pevar kouevr, un eil gitar met ivez ul laz-kanañ.
Lors Jouin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Desket en deus Lors Jouin kanañ en ur selaou ar re gozh. Abaoe un nebeud bloavezhioù e krou e ganaouennoù e-unan. Krouiñ a reas gant un nebeud mignoned an "Ours du Scorff", ha war-lerc'h: "Toud 'Sames" gant Jean-Michel Veillon hag a-benn ar fin an "Orks" gant sonerien estrenvro.
Liammoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]https://web.archive.org/web/20071022081922/http://www.bagadou.org/dc/images/Vie-des-Groupes/lors_jouin.jpg http://multimedia.fnac.com/multimedia/images_produits/ZoomPE/4/2/6/3353570017624.jpg
Soig Siberil
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Soig Siberil a zo unan eus sonerien gitar brudetañ e Breizh. Kroget eo Soig da seniñ gitar da 18 bloaz, kemer a reas war-lerc'h skouer war ar folksong( Bob Dylan...) ha war ar blues. C'hoariet en deus er strolladoù-mañ: "Sked", "Gwerz", "Pennoù Skoulm", "Den", "Kornôg", "Kemia", "Orion", "Ours du Scorff". Krouiñ a reas e 1993 e albom kentañ: DIGOR, hag e 1996 e eil albom met ar wech-mañ e unan: MAEN-GLAS, hag e 2003, sikouret gant pevar den e krouas un albom all: "Du coté de chez Soig".
Liammoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]http://www.mcguigans.fr/photosupload/petitdwn0804050204template_r3_c1.jpg http://farm2.static.flickr.com/1390/1195883118_0d8d32eda8.jpg?v=0 http://membres.lycos.fr/zibouleto/liens/soig.jpg