T-28 (tank)
| Iskevrennad eus | Tank etre |
|---|---|
| Brezel | Eil Brezel-bed |
| Heuliet gant | T-34 |
| Bro orin | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
| Saver | uzin Kirov |
| Keflusket gant | V engine |
| Lakaet er servij | 1933 |
| Tennet eus ar servij | 1945 |

An T-28 a oa un tank etre soviedel gant meur a douribell. Ar c'hentpatrom a oa bet echuet e 1931, ha kroget ar broduerezh e fin 1932. Pal pennañ an tank-se a oa bezañ un harp tan d'an droadegiezh evit treuziñ linennoù difenn kreñvaet an enebourien. Tres an T-28 a oa bet soñjet evel klokadur an T-35 ponner (gant meur a douribell ivez). An doare tankoù-se ne oant ket bet un araokadenn anat en emgannoù, met ur bazenn bouezus e voent evit an ijinourien soviedel a-fed tresoù an tankoù a voe savet goude-se. Un heuliad mennozhioù ha diskoulmoù nevez hag a oa bet arnodet war an T-28 a voe adkemeret ha gwellaet evit an tankoù nevez.
Dizagn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An T-28 a oa damheñvel ouzh an tank Vickers A1E1 Independent saoz—un tank en doa bet lavezon bras war dizagn an tankoù e-kerzh bloavezhioù an etre daou vrezel, memes ma ne oa bet savet nemet ur c'hentpatrom anezhañ e 1926. Uzin Kirov eus Leningrad a oa kroget da sevel an tank hag a oa diazezet war an hini Saoz Independent e 1932. An tank T-28 a oa bet degemeret er servij d'an 11 a viz Eost 1933. An T-28 a oa dafaret gant un douribell bras armet gant ur c'hanol berre 76,2mm ha div douribell bihanoc'h armet gant mindrailherezioù 7,62mm. Un hollad 503 tank T-28 a oa bet savet e-doug 8 vloaz eus 1933 betek 1941.
- Uzin sevel an tank etre soviedel T-28
- Distruj un T-28 e Kaunas Talbenn ar Reter

