TéléNantes
TéléNantes | |
---|---|
Chadenn skinwel | |
Krouet | D'an 10 a viz Kerzu 2004 |
Perc'henn | Media7, Ouest-France |
Yezh | galleg |
Bro orin | Breizh |
Statud | Chadenn brevez lec'hel |
Lec'hienn | https://telenantes.ouest-france.fr |
Skignañ | |
niverel (TNT) | Kanol 31 an TNT |
Fun | Numericable, chadenn n°524 |
IPTV | Orange TV : chadenn n°354 Freebox TV : chadenn n°907 |
Web | Ya |
Takad skignañ | Liger-Atlantel |
Télénantes a zo ur chadenn skinwel lec'hel a servij foran eus meurgêr Naoned ha Liger-Atlantel skignet war kanol 31 an TNT.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Ebrel 2002 e sav ar CSA (deuet da vezañ an ARCOM abaoe ar 1añ a viz Genver 2022) ur galv d'ar raktresoù evit ur skinwel lec'hel e Naoned. E Meurzh 2003 e vez goulennataet TéléNantes gant ar CSA hag e miz Gouere e ro d'ar gevredigezh ul lodenn eus ar frekañs dieub war ar c'hanol UHF 47.
Kregiñ a ra ar chadenn gant 10 a viz Kerzu 2004[1]. E miz Du 2009 e tivizas lez-varn kenwerzh Naoned e vo adkemeret Nantes 7 gant TéléNantes en ur zerc'hel un hanter eus an implijidi eus ar chadenn[2].
E deroù 2011 e vez kendeuzet gant he c'henseurtez Nantes 7 evit dont da vezañ N7 TV[3].
Aozadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kevala
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur budjed a 1 400 000 euro a zo gant Télénantes, ac'hantaet eo da 80 % gant kêr Naoned, gant Nantes Métropole ha gant ar C'huzul Meur, hag an 20 % a chom dre ar bruderezh.
Evel he amezegez Nantes 7 he deus ar chadenn ur sal-ren boutin evit ar bruderezh : RTVO evit dastum ar bruderezh ret evit mont en-dro.
Kefridi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C'hoant a zo gant Télénantes da gas keleier lies ha dizalc'h. Gant ar pellarvesterien pe ar CSA e c'hell bezañ galvet poellgor al liesegezh ennañ tud diavaez d'ar gevredigezh.
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) TéléNantes, « La chaîne » e telenantes.com. Lennet d'an 30 a viz Mae 2010
- ↑ (fr) La TV locale Nantes 7 reprise par la chaîne associative Télénantes e lagazettedescommunes.com, 26 a viz Du 2009
- ↑ (fr) Télé nantaise : la fusion de Télénantes et Nantes 7 validée par le CSA, d'ar 5 a viz Genver 2011 war www.nantes.maville.com
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |