Mont d’an endalc’had

Sumer

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Penn Gudea, priñs Lagash. Dioritenn, Telloh (Kêr gozh Girsu), war-dro 2120 a-raok J.-K.
Kartenn eus Keodedoù-Stad Sumer

Sumer (eus an Akkadeg Šumeru; Sumereg 𒆠𒂗𒂠 Ki-en-ĝir15, da lâret eo "Bro an aotronez sevenaet" pe "bro c'henidik"[1])[2] a oa ur sevenadur hag ur vro istorel eus kreisteiz Mezopotamia, da lavaret eo Su Irak hiziv, da vare ar C'halkoliteg hag Henoadvezh an arem. Ar Sumeridi a reer eus hec'h annezidi.

Bleuniet he deus ar sevenadur-se eus kentañ trevadenn Eridu e-doug Prantad Obeid (fin ar VIvet milved a-raok J.K.) betek prantad Uruk (IVre milved), prantad an tierniezhioù arkaek (IIIde milved) ha kresk galloud Babilonia e deroù an eil milved. Ar c'hentañ sevenadur kêr gwirion a zo anezhi. Ijinet e oa un doare skrivañ dibar gant ar Sumeridi, ar skritur gennheñvel, hag ar sevenadur-se a verk eta diwezh ar ragistor er Reter-Nesañ ha deroù an Henamzer eno. Kavet ez eus bet kalz a destennoù miret mat war dablezennoù pri a ro dimp an tu da anavout gwell ar vro-se Ne hañval ket bezañ ur sevenadur semitek e-keñver e yezh, ar sumereg. .

Kudenn orin ar Sumeridi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Seblantout a ra e teuas sevenadur Sumer war-wel a-daol hag ur framm kêrioù bihan staliet mat ganti dija. E-kerzh e diorroadur e weler hini ar skritur hag ar savouriezh. Ken prim e weler an diorroadurioù e soñj an arkeologourien e c'hellfe sevenadur Sumer bezañ bet degaset eus ul lec'h all, gant alouberien da skouer. Kinniget eo bet ar Reter (Iran pe pelloc'h) ha ivez e enez Bahrein evel o lec'h orin.
Pa oa kavet tablezennoù pri raksumerek e 1961 e Tartaria (Roumania), deiziataet eus war-dro 6000 kent Jezuz-krist, e oa bet kinniget al lec'h-se ivez.

Keodedoù-Stad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er IVre milved kent J.K. e oa rannet Sumer etre un dousennad Keodedoù-Stad dizalc'h, bevennet gant kanolioù ha mein-bonn. Kavout a raed e pep hini un templ bras gouestlet d'an doue pe d'an doueez a oa he fatrom(ez) ha renet e oant gant pep a veleg gouarner (ensi) pe a roue (lugal) liammet a dost gant lidoù relijius ar geoded.

Ar pemp keoded "kentañ" m'o dije renet
rouanez ar prantad a-raok an tierniezhioù

  1. Eridu (Tell Abu Shahrain)
  2. Bad-tibira (Tell al-Madain moarvat)
  3. Larsa (Tell as-Senkereh)
  4. Sippar (Tell Abu Habbah)
  5. Shuruppak (Tell Fara)

Keodedom bras all

  1. Uruk (Warka)
  2. Kish (Tell Uheimir & Ingharra)
  3. Ur (Tell al-Muqayyar)
  4. Nippur (Afak)
  5. Lagash (Tell al-Hiba)
  6. Girsu (Tello or Telloh)
  7. Umma (Tell Jokha)
  8. Hamazi[3]
  9. Adab (Tell Bismaya)
  10. Mari (Tell Hariri)[4]
  11. Akshak[3]
  12. Akkad[3]
  13. Isin (Ishan al-Bahriyat)

Keodedoù bihan (eus ar su d'an norzh)

  1. Kuara (Tell al-Lahm)
  2. Zabala (Tell Ibzeikh)
  3. Kisurra (Tell Abu Hatab)
  4. Marad (Tell Wannat es-Sadum)
  5. Dilbat (Tell ed-Duleim)
  6. Borsippa (Birs Nimrud)
  7. Kutha (Tell Ibrahim)
  8. Der (al-Badra)
  9. Eshnuna (Tell Asmar)
  10. Nagar (Tell Brak)[5]
  1. ĝir15 a dalvez "genidik, lec'hel", en kenarroudoù zo e talvez ivez "nobl"[1]. Ger-ha-ger, "Bro an aotronez c'henidik (lec'hel, nobl)". Stiebing (1994) a dro an anv-se gant "Bro an aotronez Brightness" (William Stiebing, Ancient Near Eastern History and Culture). Postgate (1994) a soñj e oa lakaet en e-lec'h eme "yezh", hag a dro neuze "Bro ar sumereg" (John Nicholas Postgate (1994). Early Mesopotamia: Society and Economy at the Dawn of History. Routledge (UK). . Postgate a soñj ez eo gwirheñvel e vije aet eme, 'yezh', da en, 'aotrou', dre heñveladur kensonennoù).
  2. Sumerian Questions and Answers
  3. 3,0 3,1 ha3,2 Lec'h diasur.
  4. Ur geoded a-gostez e norzh Mezopotamia
  5. Ur geoded a-gostez e norzh Mezopotamia.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.