Sukellos
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Sukellos a oa unan eus doueed ar Gelted kozh. E Galia e oa par da Dagda Kelted Iwerzhon. Nantosuelta eo e wreg.
Barvek eo, kreñv, ha diskouezet gant ur grezenn, kabuchon ha botoù. Gwiskañ a ra koc'hen bleiz war e benn, e-barzh e zorn kleiz ur bavaras bazh-roue hag e-barzh e zorn dehou ur vesel torreg. Marteze ez eus ur merk souveren gant ur mailh da dostaat da hini an doue iwerzhonat Dagda. Diskouez a ra ar vesel torreg e'z eo dispañser boued. Madoberer eo keñvered gant an natur brokus. Ober a ra Kezar gantañ un doue broadel, tad gouenn ar C'halianed (De Bello Gallico, VI, 17-18).
Tostaat a reer Sukellos ouzh Silvanus, doue ar c'hoadeier, ha madoberour.