Sturmgeschütz III
Ar Sturmgeschütz III, berraet e StuG III, a oa ur c'hanol argadiñ alaman hag a oa an eil karbed stourm produet ar muiañ e-pad an Eil Brezel-bed goude an SdKfz 251. Savet e oa bet war ziazez an tank Panzer III, kemmet e oa bet an douribell gant ur voest hobregonet gant ur c'hanol galloudusoc'h. Normalamant e oa bet soñjet evit bezañ ur c'hanol argadiñ da reiñ harp d'an droadegiezh war an talbenn, met ar StuG III a oa bet kemmet kalz a-hed an amzer. Evel ar Jagdpanzer diwezhatoc'h e voe implijet kalz muioc'h evel un distrujer tankoù.
Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
StuG war Talbenn ar Reter e 1941.
StuG e Latvia e-pad an Oberiadur-brezel Baltek.
Emgann Stalingrad: Troadegiezh kuzhet a-dreñv ur StuG o vont-tre kreizh ar gêr.