Stroll-skol Sant-Frañsez Itron Varia Lesneven
Stroll-skol Sant Frañsez Itron Varia[1] zo un ensavadur deskadurezh katolik ha prevez evit ar baotred digoret e 1835 e Lesneven. E anv boutin e-pad meur a vloaz a voe Skolaj Sant-Frañsez. Lesanvet eo bet "ENA[2] vihan Bro-Leon", ken niverus eo bet an dud stummet enni hag a zo deuet da vezañ illur e Breizh. Hiziv e endalc'h ur skolaj hag ul lise hollek ha teknologel dindan gevrat gant ar Stad, goude bezañ bet lec'h ur skol kentañ-derez, ur greizenn stummadur tiegezh hag ur skol uhel evit ar sternidi. Bez' ez eus un hentenn divyezhek galleg-brezhoneg e pep rann ivez.
Teuzet e voe bet gant Skol Itron Vari Lourd hag eo aet da vezañ ur stroll-skol gant deskadurezh eil derez kevrennoù goudebak.
Istor ar skolaj
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skolaj ar gumun
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Herve Roudaut, person Plouneour-Traezh, hag a oa bet pennrener Skolaj Kemper a-raok an Dispac'h gall, a soñjas sevel ur skolaj e-barzh leandi kozh ar Récollets e Lesneven. Prenañ a reas an darn vuiañ eus ar savadurioù ha gallout a reas degemer ur c'hant skolajiad bennak enno. Dre ordrenañs ar roue Loeiz-Fulup embannet d'an 10 C'hwevrer 1835 e voe anvet ar skol nevez da skolaj-kumun hag e grouer da bennrener.
Ensavadur Sant-Frañsez a Asiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1908 e voe digoret skol kentañ-derez an Itron Varia. E 1914 e voe kemmet an anv da Ensavadur Sant-Frañsez a Asiz. Diwar al lezennoù a verze an darn vuiañ eus ar c'henvreuriezhoù relijiel e voe serret ar skolaj-kumun. War al lec'h e voe staliet ur skol gant kelennerien lik pe ziveleget, dindan pennrenerezh an aotrou Alain Moenner. Pelloc'h e voe erlec'hiet gant an Aotrou Dujardin.
E Gwengolo 1940 e krogas kevarzhe ar gerent[3] hag an Amicale des Anciens élèves et maîtres du collège de Lesneven gant embann dur "Bulletin trimestriel de l'ïnstitution Saint-François", ur gelaouennig trimiziek ezhañ ar pal stourm a-enep d'an alkoolegezh, met e zeuio da vezañ ur gelaouenn skol ordinal hag ul liamm gant ar soudarded, diskibien ha mistri, a oa bet kaset d'ar brezzl
Skolaj-Lise Sant-Frañsez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eil-brezel-bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 12 a viz Du 1939 e voe dilojet ar skolaj evit reiñ al lec'h d'an "Hospital General n° 8" meret gant Lu Bro-Saoz ha ne deuas ket an ensavadur en-dro a-raok Meurz 1940.
E 1961 e voe kevratet ar skolaj hag al lise dindan an anv Skolaj-Lise Sant-Frañsez.
Tud illur bet studierien ennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Aogustin Konk
- Frañsez Falc'hun
- Alexis Gourvennec
- Charles Huntziger
- Frédéric Le Guyader
- Francisque Sarcey
- Victor Ségalen
- Iwan-Vari Tillenon
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Michelle Sénant-Lossouarn, Saint-François de Lesneven : un collège au cœur de la Seconde Guerre modiale, Gourin, Éditions des Montagnes Noires, 2020. (ISBN 978-10-97073-61-9)
- Claude Le Menn, Saint-François de Lesneven : 1625-2005, emb. gant an oberour, 2005, 187 p. (ISBN 978-2-9524027-0-5)
- Claude Le Menn raconte Saint-François. In : Le Télégramme, 19 Ebrel 2005.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Anv ofisiel brezhonek dispaket war lec'hienn an ensavadur.. Kavet : 08/10/2020.
- ↑ École nationale d'administration (Skol vroadel amazhierezh).
- ↑ Association des parents de l'Enseignement libre (APEL, section du collège.