Stopping by Woods on a Snowy Evening

Eus Wikipedia
Robert Frost e 1959, oadet a 85 bloaz

Stopping by Woods on a Snowy Evening zo ur varzhoneg gant ar barzh stadunanat Robert Frost (1874-1963), embannet en dastumad New Hampshire e 1923.

Dave d'ar varzhoneg a gaver er romant Pale Fire gant Vladimir Nabokov : lavarout a ra an daneveller ez eo one of the greatest short poems in the English language, a poem that every American boy knows by heart ("unan eus meurañ barzhonegoù berr e saozneg, ur varzhoneg anavezet dre an eñvor gant kement skoliad amerikan a zo").

E trede koulzad The Sopranos, anvet Proshai, Livushka, e weler Meadow o skoazellañ A.J. en e labour diwar-benn ar varzhoneg. A.J. a gred ez eo diwar-benn Nedeleg, Meadow a lavar dezhañ eo diwar-benn ar marv.


Stopping by Woods on a Snowy Evening     Ehanet nes d'ur c'hoad d'un abardaez erc'hek

Whose woods these are I think I know.
His house is in the village though;
He will not see me stopping here
To watch his woods fill up with snow.

My little horse must think it queer
To stop without a farmhouse near
Between the woods and frozen lake
The darkest evening of the year.

He gives his harness bells a shake
To ask if there is some mistake.
The only other sound's the sweep
Of easy wind and downy flake.

The woods are lovely, dark and deep.
But I have promises to keep,
And miles to go before I sleep,
And miles to go before I sleep.

Me 'gred din e ouzon da biv eo ar c'hoad.
Er gêriadenn emañ e di avat;
Ne'm welo ket oc'h ehaniñ amañ
Da sellet ouzh e goad o tastum erc'h.

Moarvet e kav da'm marc'hig ez eo iskis
Chom a-sav hep na vefe atant ebet nepell
Etre ar c'hoad hag al lenn skornet
E teñvalañ pardaez ar bloaz.

Un hejadenn a ra da gleier e harnez
Evit goulenn hag ur fazi bennak zo.
Ar son all nemetañ eo skub
Avel c'hwek ha malzennoù dumedek.

Kaer eo ar c'hoad, teñval ha don.
Met ur gouestl am eus da seveniñ,
Ha miltirioù da vale kent huniñ,
Ha miltirioù da vale kent huniñ.