Mont d’an endalc’had

Stlennyezhouriezh

Eus Wikipedia

Ar stlennyezhouriezh zo ar maez enklask etrediskiblezhel ganet eus kejadenn etre ar stlennegezh hag ar yezhoniezh a bled gant lakaat wa wel furmelouriezhoù al lavar (pe langaj naturel) ma c'haller o zeuzskrivañ e programmoù sevenadus evit bouetañ un urzhiataer. Daou batrom a c'hell bezañ heuliet evit sevel ar c'hod : diboullañ ar reolennoù danlec'hiet ha dastum stadegoù an elfennoù yezh. Evit prientiñ an danvez da vezañ tretet e vez ezhomm eus lakaat da genlabourat meur a seurt arbennigourien, yezhoniourien, stlennegourien, psikologourien, mezoniourien ha reoù all. An tachennoù talvezout pennañ a zo treterezh emgefre al lavar hag an droidigezh emgefre, hag, hollekoc'h, ur skor d'an naouegezh alvezel emzivizel ivez.

Gant emdroadur fonnus teknologiezhioù ar stlennegezh ez eus bet ezhomm d'en em harpañ war an teknikoù yezhel evit aesaat ar c'hehentiñ den-mekanik. En tu all, profitet he deus ar yezhoniezh eus galloud an urzhiataerioù evit akuizitañ ur vent nevez ha digeriñ hentoù war-zu danvezioù enklask nevez.

.E-touesk an talvoudvaoù e c'haller menegiñ :

  • Krouidigezh meziantoù e yezhoù stlennegel evit dielfennañ ur yezh wir : labourioù Noam Chomsky o deus diazezet an heñveledigezh etre ar yezhoù gwir hag ar yezhoù stlennegel. Sevel a reer ur yezh stlennegel gant ur yezhadur hag ur geriadur. Tremen a ra displegerezh un destenn dre un dielfennadur gerioù, dielfennadur ereadurel hag un dielfennadur ster. Setu al labour graet gant ar jubennourien hag ar gempunerien.
  • An droidigezh emgefre : e-pad pell eo bet isistimet ar gudenn-se hag evit gwir eo unan eus ar c'hudennoù kizidikañ da renkañ evit un urzhiataer. D'ar prantadoù geriaoueg hag ereadurezh ez ouzhpenner un dielfennadur steroniezh hag unan pragmatek a-benn termeniñ ster ur gêr en e gendestenn. Gallout a ra ar gendestenn talvezout evit an holl destenn troet.

lavar* Dielfennadur rekedoù gant ur yezh wir: e-pad ur prantad ez eus bet sellet ouzh ar mennozh-se evel un diskoulm eus ar gwellañ evit renkañ kudennoù kehentiñ etre an den hag ar mekanik. Evit gwir, petra gwelloc'h evit gallout goulenn traoù war-eeun gant un urzhiataer eget dre e yezh naturel ? Mouget eo bet an teknik-se pa oa erru al logodenn, an etrefas grafek ha metaforenn ar burev. Implijet e vez c'hoazh evel parzh ret evit digejañ ar vouezh pe ar skritur.

Pennadoù nes

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]