Sthenelos (mab Perseüs)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Stenelos mab Perseüs)
Mont da : merdeiñ, klask

Sthenelos (Σθένελος / Sthénelos e gregach), a oa mab Perseüs hag Andromeda, ha breur Elektryon, e mojennoù Hellaz kozh.

Harluiñ a reas Amfitryon, a oa dousig e nizez Alkmene, eus Argolis, peogwir en doa lazhet e vreur Elektryon, ma voe roue e-unan e Mykenai ha Tiryns.

Pried e oa da Nikippe, ha tad da Eurystheüs, a zo brudet abalamour d'an trevelloù a roas da ober da vab Alkmene, e genderv Herakles.

Lazhet e voe gant Hyllos, unan eus an Heraklided.