Steenwerk
| Kumunioù Frañs | |
| Steenwerk | |
|---|---|
Bourc'h Steenwerk | |
| Anv | Steenwerk |
| Anv ofisiel | Steenwerck |
Lec'hiadur | |
| Riez | |
| Rannvro | Hauts-de-France |
| Departamant | Norzh |
| Bro hengounel | |
| Arondisamant | Dukark |
| Etrekumuniezh | Monts de Flandre – Plaine de la Lys |
| Kanton | Belle-Biz |
| Kod INSEE | 59581 |
| Kod post | 59181 |
| Maer | Joël Devos |
| Amzer-gefridi | 2008-2026 |
| Gorread | 27,47 km² |
| Led | 50° 45' 50" Norzh |
| Hed | 02° 43' 21" Reter |
| Uhelder kreiz | 16 m |
| Uhelder bihanañ | 13 m |
| Uhelder brasañ | 19 m |
| Poblañs hep kontoù doubl |
3 474 (2022) |
| Stankter | 126 a./km² |
| Lec'hienn ar gumun | |
Steenwerk (e galleg:Steenwerck ) a zo ur gumun eus Flandrez Frañs, e departamant Norzh, en Hanternoz Bro-C'hall.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- War lez ar stêr Leie emañ Steenwerk.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Nepell ag an talbenn edo Steenwerk betek penn-kentañ miz Ebrel 1918. Kemeret e voe gant an Alamaned neuze. Tapet e voe gant an 23rd Lancashire Fusiliers (lu ar Rouantelezh-Unanet) d’an 2 a viz Gwengolo 1918 en-dro. Distrujet razh e voe an iliz katolik hag ar gêriadenn. Tremen 4 700 soudard a zo douaret er gumun.
- Roet e voe ar Groaz Vrezel 1914-1918 d'ar gumun e 1920[1].
- Dieubet e voe ar gumun gant lu ar Rouantelezh-Unanet d'ar 6 a viz Gwengolo 1944.
Monumantoù ha traoù heverk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bezioù ha beredoù ar Brezel-bed kentañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bered alaman: Kriegsgräberstätte Steenwerck
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]2 048 soudard alaman a zo douaret enni [2].
Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| 1 | |
| 11 | |
| Hollad | 12 |
Marvet int e-pad ar Brezel-bed kentañ.
Bered ar C'hommonwealth: Croix-du-Bac British Cemetery
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| 11 | |
| 537 | |
| 5 | |
| Hollad | 554 |
Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Digoret e voe ar vered gant unanadoù stourm ha gant klañvdioù-brezel e miz Gouere 1916. Implijet e voe betek penn-kentañ miz Meurzh 1918. D’an 10 a viz Ebrel 1918 e voe kemeret Trois Arbres gant al Lu alaman. Tapet e voe gant an 23rd Lancashire Fusiliers d’an 2 a viz Gwengolo 1918 en-dro. Un nebeud bezioù ouzhpenn a voe graet e miz Here 1918. Goude arsav-brezel an 11 a viz Du 1918 e voe degaset bezioù eus tachennoù-emgann[3].
Bered ar C'hommonwealth: Le Grand Beaumart British Cemetery
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| 1 | |
| 552 | |
| Hollad | 553 |
Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Adalek an 10 a viz Ebrel 1918 hepken en em gavas Steenwerk gant ar brezel, pa voe tapet gant al Lu alaman. Chom a reas gantañ betek penn-kentañ miz Here 1918. Kroget e voe ar vered gant unanadoù stourm ha gant klañvdioù-brezel e miz Ebrel 1918 ; implijet e voe e miz Here 1918 adarre. 55 bez a voe enni, met brasaet e voe goude an arsav-brezel eus an 11 a viz Du 1918 gant bezioù degaset eus tachennoù-emgann Steenwerck, Niepkerke hag Armentières. 116 anezhe a zeu eus bered alaman Steenwerck. Daou soudard ag ar 1st Bn. King's Own (Royal Lancaster) Regiment, fuzuilhet e miz Ebrel 1915 evit bout bet dizertet, a zo douaret er vered[4].
Bered ar C'hommonwealth: Trois Arbres Cemetery
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| 1 | |
| 470 | |
| 1 | |
| 22 | |
| 997 | |
| 213 | |
| Hollad | 1 704 |
Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Digoret e voe ar vered gant an ospital-tachenn aostralian 2nd Australian Casualty Clearing Station e miz Gouere 1916. Implijet e voe betek penn-kentañ miz Ebrel 1918. D’an 11 a viz Ebrel 1918 e voe kemeret Trois Arbres gant al Lu alaman. Chom a reas gantañ betek penn-kentañ miz Here 1918. Implijet e voe ar vered adarre goude kiladenn an Alamaned. Goude arsav-brezel an 11 a viz Du 1918 e voe degaset bezioù eus tachennoù-emgann Steenwerck, Niepkerke, Belle ha Nieuwkerke. Pevar soudard, unan ag ar 2nd Bn. King's Own (Royal Lancaster) Regiment, unan ag ar 1/4th Bn. The Black Watch, unan ag ar 14th Bn. Canadian Expeditionary Force hag unan ag ar 1st Bn. Canterbury Regiment (New Zealand), fuzuilhet evit bout bet dizertet, a zo douaret er vered[5].
Emdroadur ar boblañs 1793-2007
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Melestradurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gevelliñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dave ha notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr)Pages 14-18
- ↑ (en)Lec’hienn Traces of War
- ↑ (en)WW1 Cemeteries
- ↑ (en)WW1 Cemeteries
- ↑ (en)WW1 Cemeteries
- ↑ (fr)Cassini hag EBSSA